Europa ar Reter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stadoù Europa hervez kodadur stadegel Aozadur ar Broadoù Unanet :

██ Europa an Norzh

██ Europa ar C'hornôg

██ Europa ar Reter

██ Europa ar Su

██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar c'hornôg da yezh vroadel

██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar reter da yezh vroadel

██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar su da yezh vroadel

██ Stadoù izili eus an AFNA e-pad ar brezel yen

██ Stadoù neptu, rannet e-barzh Europa ar C'hornôg peurliesañ

██ Stadoù bloc'had ar reter

Kaoz a vez eus Europa ar Reter pe Retereuropa pa gomzer eus broioù a zo e reter Europa. War dachenn an douaroniezh e reer gant an dro-lavar-mañ dreist-holl. Gant menezioù an Oural emañ harzoù reter Europa, gant ar C'haokaz he harzoù er gevred.

War an dachenn sevenadurel e c'haller gwelout Europa ar reter ivez, sevenadurioù ha yezhoù ar broioù-se (slavek dreist-holl) o vezañ damheñvel an eil ouzh egile.

Ha war an dachenn bolitikel a c'hall bezañ bodet ar stadoù, heritourien ma'z int eus "Broioù ar Reter" a veze kaoz anezho da vare ar brezel yen pa oa rannet Europa e daou. Tout ar stadoù-se a oa izili pe dindan beli an URSS, a-raok na oa aet ar rideoz houarn da get e 1989.

Ur roll berr eus stadoù Europa ar reter a c'haller kaout da gentañ eta :

Stadoù all a vez lakaat ouzhpenn a-wechoù:

E-keñver Europa ar reter e gaver Europa ar C'hornôg, met bez' e vez ivez kaoz eus Europa an Norzh hag Europa ar Su.

Notennoù ha daveoù[kemmañ]


Gwelet ivez[kemmañ]