Balkanioù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Un vro douaroniel ha politikel e Gevred Europa eo ar Balkanioù, an darn-vuiañ en ul ledenez meneziek, hini ar Balkanioù, hag int staget ouzh aradennad menezioù an Alpoù er Gwalarn ha ouzh aradennad menezioù ar C'harpatoù er Biz. Tri aradennad menezioù a ya d'ober menezioù ar Balkanioù :
- aradennad-venezioù an Alpoù dinarek
- tolzennad ar Rodop
- aradennad-venezioù ar Balkan
E-barzh rannvro ar Balkanioù ez eus 9 riez pe lodenn eus ur riez :
- Albania
- Bosnia-ha-Herzegovina
- Bro-C'hres
- Bulgaria
- Kroatia
- Montenegro, anv ofisiel : Cerna Gora = ar Menez du
- Serbia
- Slovenia
- Lodenn Turkia, e takad Trakia ar C'hornôg, zo anvet Roumelia ivez.
War-dro al ledenez e kaver Mor Adria ha Mor Ionia er c'hornôg, Mor Egaios er Biz hag ul lodenn vihan eus ar Mor du.
Er Balkanioù ez eus 53 milion a annezidi war 550 000 km2.
Dont a ra anv ar Balkanioù eus aradennad-venezioù ar Balkan, zo e Mervent Bulgaria hag e Reter Serbia. E turkeg e talvez balkan "menez serzh ha koadeg".
[kemmañ] Brezelioù ar Balkanioù ha kudenn ar Balkanioù
E-kreiz an XIXvet kantved e veze kaoz eus kudenn ar Balkanioù pa veze meur a bobl o klask bezañ dieub eus beli an Impalaeriezh otoman.