Karpatoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar C'harpatoù, diwar skeudennoù tennet gant loarelloù.

Ar C'harpatoù zo menezioù en em led e meur a vro e reter Europa. Mont a reont d’ober al lodenn reter eus hollad menezioù kreiz Europa, tra ma’z an Alpoù d’ober al lodenn gornôg anezho. Stummañ a reont ur wareg vras, digor d’ar c’hornôg, adalek an Dorioù Houarn etre Serbia ha Roumania, a-dreuz Roumania, ul lodennig eus Ukraina, kreisteiz Polonia, ha Slovakia, betek tostaat da Alpoù Aostria. Ar c’hernioù uhelañ eo ar menez Gerlachovský (2.655 m) e Slovakia, ar menez Moldoveanu (2.544 m) e Roumania hag ar menez Rysy (2.499 m) e Polonia.

An anv[kemmañ]

Anvet int Carpaţi e roumaneg, Karpaty e poloneg, tchekeg ha slovakeg, Карпати (Karpati) en ukraineg hag e serbeg, Karpaten en alamaneg ha Kárpátok en hungareg. Dont a ra anv ar C'harpatoù moarvat diwar anv ur bobl eus Dakia, anvet "Carpi" e latin, a oa o vevañ er reter d’an aradennad menezioù-se, e Moldavia, hag a denne o anv o-unan marteze eus ur wrizienn indezeuropek kozh a dalvezfe "maen".


Karpatoù ar c'hornôg e Polonia (ar menezioù Tatra)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.