Produadur Broadel Gros

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Termenet eo ar Produadur Broadel Gros (berradur : PBG) evel hollad an talvoudegezhioù ouzhpennet er servijoù hag er madoù-dibenn krouet gant hollad embregerezhioù ur Stad e-korf ur bloavezh, war an tiriad broadel pe en estrenvro.
Un unanenn vuzuliañ pinvidigezh armerzhel ar riezoù hag ar stadoù kevredet eo.

Ar madoù-dibenn a zo ar madoù implijet evit gwir ha n'int ket implijet evit produiñ madoù all. Ar madoù implijet evit produi~ar madoù-dibenn a zo ar madoù krenn. Koulskoude e c'hell bezañ kontet ur mad pe evel ur mad-dibenn pe evel ur mad krenn hervez e implij. Da skour, bandennoù-rod ur c'harr a vez kontet evel madoù krenn pa vezont gwerzhet gant ar c'harr e-unan, met bandennoù-rod prenet gant un den a zo madoù-dibenn. Ar re-se a ya da vouetañ ar PBG dre ma ne vefe ket kontet an traoù div wech : ur wech pa vezont gwerzhet gant ar farder bandennoù-rod d'ar farder kirri hag ur wech all pa vez gwerzhe ar c'harr.

Ne vez kontet nemet madoù nevez-fardet ha nompas kirri bet perc'hennet dija.