Turkestan

Eus Wikipedia
Kartenn eus Turkestan, gant harzoù ar stadoù modern.

Turkestan[1] eo an anv a roer d’ur rannved bras e Kreiz Azia annnezet gant pobloù a gomz yezhoù turkek. Emañ ar rannved-se o’n em astenn etre Mor Kaspia er c’hornôg, plaenennoù Siberia en norzh, menezioù Altai ha dezerzh Gobi er reter, menezioù Himalaya, Pamir, Hindu Kush ha Kopet Dag er su.

Rannañ a reer Turkestan e div lodenn vras : Turkestan ar C'hornôg ha Turkestan ar Reter, dispartiet an eil diouzh eben gant menezioù Pamir ha Tian Shan. E lodenn ar c’hornôg emañ stadoù modern Turkmenistan, Ouzbekistan, Tadjikistan (ma komzer tadjikeg, ha n’eo ket ur yezh turkek), Kirgizstan, ha su Kazakstan ; hag e lodenn ar reter emañ rannvro emren Xinjiang, e Republik Pobl Sina. A-wechoù e komzer ivez eus Turkestan ar Su, pe Turkestan Afghan, evit ober meneg eus lodennoù hanternosañ Afghanistan.

Un orin persek zo d’ar ger "Turkestan" (ترکستان). N’eo ket bet biskoazh anv ur vro pe ur stad unvan. Graet e veze gant ar ger-se, gant tud Persia, d’ober anv eus al lec’hioù annezet gant pobladoù turkek, en norzh d’o bro. Kavell ar pobloù turk eo bet Turkestan hag alese ez ejont warzu ar c’hreisteiz hag ar c’hornôg da sevel an Impalaeriezh otoman. Kalz diwezhatoc’h e voe aloubet ar vro gant he amezeien vras, Rusia er gwalarn ha Sina er reter.

Goude an Dispac'h Rusian e voe savet ur Republik Sokialour Soviedel Emren e Turkestan ar C’hornôg, met e 1924 e voe rannet e meur a stadig emren : RSS Tadjikistan, RSS Turkmenistan, RSS Ouzbekistan, Oblast Emren Kara-Kirgizia hag Oblast Emren Karakalpak. Paouezet e voe d’ober gant ar ger Turkestan en URSS. E Sina e voe savet ur stad verrbad anvet Republik Turkestan ar Reter er bloavezhioù 1930 hag adarre er bloavezhioù 1940. Bremañ avat ne reer ket gant ar ger-se ken : Xinjiang eo anv ofisiel rannvro emren ar c’hornôg, un anv hag a dalvez "harzoù nevez". Evit pennadurezhioù Republik Pobl Sina, komz eus Turkestan ar Reter zo kement ha kaout ur prezeg disrannour.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Nouveau Dictionnaire Breton-Français, Roparz Hemon, 7vet embannadur, 1985, p. 822 [Turkestan].