Andoù

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask



Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Un aradennad venezioù eus ar re vrasañ eo an Andoù (ketchwaeg: Anti(s)), o tibunañ un sistem uhelennoù a-hed kevandir kornôg Suamerika a-bezh. E Venezuela, Kolombia, Ecuador, Perou, Bolivia, Brazil, Chile hag Arc'hantina en em astennont. Gant an uhel m'eo o menezioù kreiz ez eo an Andoù ur skoilh bras da dreuziñ. Strishoc'h int etre Chile hag Arc'hantina hag eno e sav an aradennad evel un harz naturel. Er c'hontrol eo ledanoc'h an Andoù e Perou hag e Bolivia. Er broioù-se ez eus un uhelgompezenn uhel-mat a vez graet anezhi an Altiplano e spagnoleg. Aze e vev ar bobl ketchua hag eus e yezh e teu anv an Andoù, met n'eo ket sklaer petra a dalv Antis e ketchwaeg. Aze e veve ivez ar bobl inca.