Mizoram

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
India Mizoram locator map.svg

Mizoram zo unan eus stadoù India e biz ar vro, war harzoù Myanmar (Birmania). En-dro dezhi emañ stadoù Assam ha Manipur en hanternoz, Tripura ha Bangladesh er c'hornôg ha Birmania er reter.

Ul lodenn eus stad Asam e oa betek 1973, pa zeuas da vezañ unan eus tiriadoù Unaniezh India. E 1987 e teuas da vezañ ur stad. Aizawl eo ar gêr-benn. Poblet e oa Mizoram gant 888 573 a dud e 2001. Emañ en eil renk e-touez stadoù India evit ar feur a dud a oar lenn ha skrivañ, goude Kerala : 88,49% eus annezidi ar stad a oar lenn ha skrivañ.[1]. Emañ ar braz eus an dud eus ar bobl Vizo, a gomz mizoeg, ur yezh louchaiek, ha war-dro 87% eus annezidi ar stad zo kristenien.

Notennoù[kemmañ]

  1. Lec'hienn diwar-benn Mizoram
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJammu ha KachmirJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NicobarChandigarhDadra ha Nagar HaveliDelhiDaman ha DiuLakshadweepPuducherry