Kornôg Bengal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kornôg Bengal (পশ্চিমবঙ্গ Poshchim Bônggo e banglaeg, distaget /poʃtʃim bɔŋɡo/) zo unan eus stadoù Unaniezh India. En-dro dezhañ emañ Bangladesh er reter, Assam, Sikkim ha Bhoutan er biz, Orissa er mervent, Jharkhand ha Bihar er c’hornôg, ha Nepal er gwalarn. Er c’hreisteiz emañ Pleg-mor Bengal. Bangladesh ha Kornôg Bengal a ya, asambles, d’ober un unann istorel ha sevenadurel : Bengal.
Ouzhpenn 80 milion a dud zo o vevañ e Kornôg Bengal. E-keñver poblañs ez eo ar pevare stad vrasañ en India, met an hini gentañ eo pa seller ouzh stankter an dud. Kolkata eo ar gêr-benn.
Yezh ofisiel ar stad eo ar banglaeg (pe bengali), yezh an darn vrasañ eus an dud enni (85 %) ; bihanniveroù a gomz yezhoù all evel hindeg (7 %), ourdoueg (2 %) ha yezhoù all c'hoazh (santaleg, nepaleg...).
Etre an VIIIvet hag an XIIIvet kantved e oa poblet ar rannved-mañ gant Hindoued. Goude se e voe ar vro e dalc’h an Islam. An dud kentañ eus Europa a erruas e-pad ar XVvet kantved. Dont a reas India a-bezh, tamm-ha-tamm, da vezañ un drevadenn saoz.
Krouet e oa bet stad Kornôg Bengal e 1947 pa oa deuet India da vezañ digabestr ha pa oa bet rannet India ha Pakistan da vont d’ober div stad distag. Neuze e oa bet rannet Bengal e div lodenn : Kornôg Bengal, annezet gant Hindoued dreist-holl, en India, pa oa reter Bengal, annezet gant Muzulmiz dreist-holl, o vont d’ober lodenn reter Pakistan (aet da vezañ Bangladesh diwezhatoc’h). E-pad meur a viz e voe milionoù a dud o vont da glask repu eus an eil bro d’eben.
Diazezet eo armerzh Kornôg Bengal war al labour-douar dreist-holl. Kreñv eo ar strolladoù politikel eus an tu kleiz er vro, hag abaoe bloavezhioù eo renet gant un emglev strolladoù eus an tu kleiz, kaset war-raok gant Strollad Komunour India (Marksour).
[kemmañ] Tud brudet eus Kornôg Bengal
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Stadoù ha tiriadoù India | |
|---|---|
| Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jammu ha Kachmir • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orissa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Tripura • Uttaranchal • Uttar Pradesh |
| Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nicobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli • Delhi • Daman ha Diu • Lakshadweep • Pondicherry |