Haryana

Eus Wikipedia
Stad Haryana
Stad Haryana

Haryana (हरियाणा en hindieg, ਹਰਿਆਣਾ e pandjabeg) zo unan eus stadoù India, en hanternoz ar vro.

21 082 289 a annezidi zo e stad Haryana (e 2005). Chandigarh eo ar gêr-benn.

Savet e voe Haryana e 1966, pa voe rannet stad kozh Panjab. Dispartiet e voe Haryana, annezet gant hindiegerien dreist-holl, diouzh stad nevez Panjab, poblet gant Sikhed a gomz pandjabeg (panjabi), er c'hornôg. Abalamour d'an istor-se ha d'an unaniezh kozh-se emañ kêr-benn an div stad er memes kêr, Chandigarh. Emañ Haryana etre stadoù Panjab er gwalarn, Himachal Pradesh en hanternoz, Rajasthan er c'hreisteiz, Uttar Pradesh ha tiriad Delhi er reter. Ar stêr Yamuna eo bevenn ar stad er reter.

Komzet e vez hindieg gant 91 % eus an dud, pandjabeg gant 7,1 % anezho, hag ourdoueg gant 1,6 %. Hindouiz eo ar brasañ-niver anezho.


Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry