Maharashtra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Maharashtra (Marathi: महाराष्ट्र distaget [mahārāṣṭra], zo unan eus stadoù India, an eil vrasañ e-keñver poblañs (96,7 milion a annezidi e 2001), goude Uttar Pradesh. E kornôg ar vro emañ ha skeiñ a ra war Mor Oman. Mumbai (anvet Bombay gwechall) eo kêr-benn Maharashtra ; kêr-benn armerzhel India eo ivez.
Krouet e oa bet stad Maharashtra d’ar 1añ a viz Mae 1960, evit respont da c’houlennoù niverus e-touez komzerien ar marathi, a oa o chom dre eno. Stad kozh Bombay (a oa bet kresket e 1956, diwar-goust tammoù eus stad Haiderabad ha stadoù amezek all) a voe rannet e div stad : Maharashtra ha Gujarat, rannet hervez o yezhoù.
Div yezh ofisiel zo e stad Maharashtra, an hindi hag ar marathi.
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Stadoù ha tiriadoù India | |
|---|---|
| Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Assam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jammu ha Kachmir • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orissa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Tripura • Uttaranchal • Uttar Pradesh • Bengal ar C'hornôg |
| Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nicobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli • Delhi • Daman ha Diu • Lakshadweep • Pondicherry |

