Uttarakhand

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stad Uttarakhand

Uttarakhand (उत्तराखंड en hindieg), a oa anvet Uttaranchal etre 2000 ha 2006, zo unan eus stadoù India, en hanternoz ar vro.

Stad Uttaranchal a voe savet e 2000, diwar ul lodenn eus stad Uttar Pradesh ; hag adanvet e voe Uttarakhand e penn-kentañ 2007. Emañ Uttarakhand etre Tibet en norzh, Nepal er reter, stad Himachal Pradesh er gwalarn ha stad Uttar Pradesh er su.

Dehradun eo kêr-benn ar stad. En em astenn a ra Uttarakhand war 53 566 km² ha poblet eo gant 8 479 562 a annezidi (2001). Ur stad veneziek eo, war harzoù an Himalaya : ar menez uhelañ eo Nanda Devi (7816 m.). Emañ ar stêrioù Ganga ha Yamuna o tont eus skornegoù Uttarakhand, ha mont a ra pirc'hirined e-leizh da-vetek eien an div stêr sakr-se.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJammu ha KachmirJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NicobarChandigarhDadra ha Nagar HaveliDelhiDaman ha DiuLakshadweepPuducherry