Bihar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bihar en India.

Bihar (बिहार en hindieg, بہار en ourdoueg) zo unan eus stadoù India, e biz ar vro.

Emañ Bihar etre Nepal en hanternoz, ha stadoù all eus Unvaniezh India tro-dro : Uttar Pradesh er c'hornôg, Jharkhand er c'hreisteiz ha Kornôg Bengal er reter. Tremen 80 milion a annezidi zo o chom e Bihar, war ur gorread 94 164 km². Patna eo ar gêr-benn. Er bloavezh 2000 e voe savet stad Jharkhand, gant ul lodenn eus douaroù Bihar.

Hindieg hag ourdoueg eo yezhoù ofisiel ar stad, met an darn vrasañ eus an annezidi a gomz unan eus ar yezhoù biharek : bodjpoureg (Bhojpuri), magadeg (Magadhi), maitileg (Maithili). Kar eo ar yezhoù biharek d'an hindieg met n'int ket rannyezhoù eus ar yezh-se evel ma veze soñjet gwechall.

E Bihar emañ Bodh Gaya, al lec'h ma teuas Siddhartha Gautama da vezañ ar Bouda, da lavaret eo an Hini Sklêrijennet. E Bihar ivez e krogas Mahatma Gandhi gant e stourm evit frankiz India pa oa distroet eus Suafrika.


Tud brudet[kemmañ]

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJammu ha KachmirJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NicobarChandigarhDadra ha Nagar HaveliDelhiDaman ha DiuLakshadweepPuducherry