Ourdoueg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ourdoueg
(Urdū, اردو)
Perzhioù
Komzet e : Pakistan, India, meur a vro all
Rannved : Azia ar C'hreisteiz
Komzet gant : 104 000 000
(61 000 000 mammyezher)
Renkadur : 19-21
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù Indez-Iranek
  Yezhoù Indez-Aryek
   Hindoustaneg
    Ourdoueg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Pakistan, India (Kachmir, Uttar Pradesh, Delhi)
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ur
ISO 639-2 urd
ISO 639-3
Kod SIL URD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh indez-aryek eo an ourdoueg (اردو; RLVK: urdū) komzet gant tro-dro da 104 milion a dud en India hag e Pakistan dreist-holl, met kavet e vez ourdouegerion dre ar bed a-bezh.

Goude ar sinaeg ec'h eo an ourdoueg asambles gant an hindeg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti.

Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India ha yezh ofisiel Pakistan an hini eo.

Tost-tre eo an ourdoueg d'an hindeg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh ma reer hindoustaneg anezhi.

Evit ober an diforc'h etre an daou doare-yezh pe div yezh hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg ket ha ma vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg.

Dre vras e c'heller lâret emañ liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep ur relijion hag ur vammenn sevenadurel da heul: an hindeg gant an hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, keit ha m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam.

Skrivet e vez gant stil persek al lizherennek arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]