Karnataka
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
| Karnātakā ಕನಾ೯ಟಕ |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Kêrbenn: | Bangalore |
| Poblañs
|
|
| Gorread | 192.000 km² |
| Gouarner | T.N. Chaturvedi |
| Yezhoù | Kannadaeg |
Karnataka zo unan eus stadoù India, war aod ar c’hornôg. Savet e voe e 1956, pa voe krouet meur a stad nevez hervez bevennoù ar yezhoù. Kannada eo yezh ofisiel ar stad.
Tremen 55 milion a annezidi zo e Karnataka, da lavarout eo kement hag e meur a stad eus Europa, war ur gorread 191 773km². Bengaluru eo ar gêr-benn, unan eus brasañ kêrioù India, pa’z eus enni tremen 6 milion a annezidi.
An div drederenn eus annezidi ar stad a gaoze kannada, 9,96 % anezho urdu, 7,39 % telugu, 3,84 % tamil, 3,64 % marathi… hag ar re all yezhoù all c’hoazh, en o zouez an hindeg. Dont a ra anv ar stad eus daou c’her kannada, karu ha nadu, douar uhel.
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Stadoù ha tiriadoù India | |
|---|---|
| Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Assam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jammu ha Kachmir • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orissa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Tripura • Uttaranchal • Uttar Pradesh • Bengal ar C'hornôg |
| Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nicobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli • Delhi • Daman ha Diu • Lakshadweep • Pondicherry |

