Asam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Asam en India

Asam (অসম [asam] en asameg, yezh pennañ ar vro), pe Assam diwar skouer ar saozneg, zo unan eus stadoù India. Tremen 26 milion a annezidi zo en Asam (2001), war ur gorread 78 438 km². Guwahati eo kêr vrasañ Asam met Dispur, e tolpad-kêrioù Guwahati, eo ar gêr-benn. An div yezh pennañ komzet er stad eo an asameg hag ar banglaeg (bengali); yezhoù all a vez kaozeet eno ivez evel ar yezhoù bodek, anezho yezhoù tibetek komzet ivez e Bhoutan.

En-dro da Asam emañ stadoù Arunachal Pradesh, Nagaland, Manipur, Mizoram ha Tripura en hanternoz hag er reter, Meghalaya er c'hreisteiz ha Kornôg Bengal er c'hornôg. Harzoù en deus ivez gant Bhoutan er gwalarn ha Bangladesh er mervent.

Brudet eo plantadegoù te Asam.

Istor[kemmañ]

E 1826 hepken e voe aloubet Asam gant ar Saozon ha staget ouzh ar peurrest eus India.

Pa voe rannet Pakistan hag India, div stad nevez dizalc'h diouzh Breizh-Veur, e c'holoe Asam an holl douaroù a oa e biz India, etre Pakistan ar Reter (Bangladesh bremañ), Sina ha Birmania. Tamm-ha-tamm, a-hed ar bloavezhioù, e voe krouet stadoù bihan all er reter, diwar-goust Asam. Ar wech diwezhañ ma oa bet rannet Asam a oa e 1972, pa oa bet krouet stad Meghalaya, en-dro da gêr Shillong a oa kêr-benn Asam betek neuze. Dispur a zeuas da vezañ kêr-benn nevez stad Asam.

Abaoe 1979 ez eus un emsavadeg kaset war-raok gant ar United Liberation Front of Asom (ULFA), ur strollad a stourm gant armoù da c'houlenn dizalc'hiezh Asam diouzh India.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJammu ha KachmirJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NicobarChandigarhDadra ha Nagar HaveliDelhiDaman ha DiuLakshadweepPuducherry