Andhra Pradesh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Andhra Pradesh (ఆంధ్ర ప్రదేశం e telougoueg hag Andhra Pradesh e saozneg) zo unan eus stadoù India, war aod ar reter.
Tremen 75 milion a annezidi zo en Andhra Pradesh, war ur gorread 275 068 km². Hyderabad eo ar gêr-benn.
Savet e voe Andhra Pradesh e 1956, pa voe staget tammoù eus stad Hyderabad ouzh an Andhra State, a oa bet savet e 1953. Evel-se e oa bodet an douaroù ma vez kaozeet telougoueg, zo yezh ofisiel ar stad.
An darn vrasañ eus annezidi Andhra Pradesh (84 %) a gaoze telougoueg, 7 % anezho a gomz ourdoueg, 2,6 % hindeg, 0,9 % kannadeg, hag ar re all yezhoù all c’hoazh, komzet gant niveroù bihan a dud.

