Pleg-mor Bengal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pleg-mor Bengal

Pleg-mor Bengal (e banglaeg বঙ্গোপসাগর, Bangópaságara, en hindieg बंगाल की खाड़ी, Bangála kí kháda, e telougoueg బంగాళాఖాతం, Bangálákhátam, e tamileg வங்காள விரிகுடா, Vankála virikutá, e saozneg Bay of Bengal) zo ul lodenn eus Meurvor Indez, e stumm un tric'horn, bevennet er c’hornôg gant Sri Lanka hag India, en hanternoz gant Bangladesh, er reter gant Birmania hag an enezegoù Andaman ha Nikobar.

Kalz eus stêrioù India, pa ya o dourioù war-zu ar reter, en em daol e Pleg-mor Bengal : ar Ganga, ar Meghna hag ar Brahmaputra en hanternoz, hag ar Mahanadi, ar Godavari, ar stêr Krishna hag ar stêr Kaveri er c’hreisteiz. Ur goadeg manglez vras, ar Sundarban, a gaver en delta stummet gant ar Ganga, ar Brahmaputra hag ar Meghna. Ar stêr Irrawaddy, e Birmania, en em daol e Pleg-mor Bengal ivez.

Porzhioù-mor bras zo war aodoù Pleg-mor Bengal : Chennai (anvet Madras gwechall), Vishakhapatnam, Chittagong, Kolkata (anvet Calcutta gwechall) ha Puducherry (anvet Pondichéry gwechall).