Varanasi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Varanasi, gwelet eus ar stêr Ganga.

Ur gêr eus India eo Vārānasī, e stad Uttar Pradesh. Anavezet e oa gwechall gant an anv Benares. Ur gêr santel eo Varanasi evit an Hindoued.

Emañ Varanasi etre ar stêr Ganga hag ar stêr Varuna, ha moarvat ez eo unan eus kêrioù koshañ ar bed. E 2001 e oa 1 371 749 a dud o chom enni. Unan eus lec'hioù pouezusañ India eo Varanasi evit an Hindoued ha dont a ra e-leizh a dud da birc'hirinañ di (ouzhpenn ur milion a birc'hirined bep bloaz). Kontañ a reer e vije bet savet gant an doue Shiva gwechall. Mont a ra ar birc'hirined d'en em walc'hiñ er stêr Ganga rak evito e talvez d'en em walc'hiñ diouzh o fec'hedoù. Lec'h pouezusañ kêr eo ar ghatioù, diri ledan da ziskenn d'ar stêr.

Ur bern temploù a gaver e Varanasi : an hini brudetañ eo templ Kashi Vishwanath, en enor da Shiva. Ur gêr santel eo Varanasi ivez evit ar Jained. E-kichen kêr emañ Sarnath, al lec'h ma reas Siddhartha Gotama, lesanvet ar Bouda, e brezegenn gentañ. Di e teu e-leizh a Voudaiz eta.

Ul lid hindouek war ar ghatioù e Varanasi.

Tud brudet[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.