Munshi Premchand

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Premchand.jpg

Munshi Premchand (मुंशी प्रेमचंद en hindieg, پریمچںد en ourdoueg) a zo unan eus ar skrivagnerien vrasañ el lennegezhioù hindiek hag ourdouek a vremañ.

Ganet e oa d'an 31 a viz Gouere 1880 ha marvet d'an 8 a viz Here 1936. Brudet eo e zanevelloù hag e romantoù.

Buhez[kemmañ]

Ganet e oa bet Munshi Premchand e Lamahi, e-kichen Varanasi ma laboure e dad en ti-post. Dhanpat Rai Srivastava e oa e anv gwir. Pa oa yaouank c'hoazh e varvas e dud - e vamm p'en doa seizh vloaz hag e dad p'en doa pevarzek vloaz - ha ret e voe dezhañ ober war-dro e lezvamm hag he bugale.

Paour-tre e oa e-pad ar marevevezh-se eus e vuhez ha ret e voe dezhañ labourat evel kelenner-ti evit pemp roupi dre viz. Dont a reas a-benn da c'hounit ur post en deskadurezh-stad, avat, ha da gelenner ez eas ha goude da isenseller er Proviñsoù Unanet.

E 1921 e tilezas e bost da heuliañ galv Mahatma Gandhi ha mont da vouller. Labourat a rae evit ar sinema e Mumbai ivez.

E skridoù[kemmañ]

Premchand a skrivas war-dro 300 danevell, meur a romant hag un nebeud pezhioù-c'hoari ivez. Troidigezhioù diwar yezhoù all a reas ivez. Kalz eus e skridoù dezhañ zo bet troet e saozneg, ha lod e yezhoù all ivez.

Godaan (Roidigezh ur vuoc'h), e romant diwezhañ, a lavarer diwar e benn ez eo ar romant hindiek gwellañ a-viskoazh. Fellout a ra d'ar benndudenn, Hori, ur peizant paour, kaout ur vuoc'h, zo arouez ar binvidigezh e maezioù India. A-benn ar fin en deus Hori ur vuoc'h... ha mervel a ra. Goude e varv, beleg ar geriadenn a c'houlenn ur vuoc'h digant e intañvez evit silvidigezh e ene.

Danevelloù[kemmañ]

  • Panch Parameshvar (पंच परमेश्वर پںچ پرمیشور)
  • Idgah (ईदगाह اِیدگاہ)
  • Nashaa (नशा نشا)
  • Shatranj ke khiladi (शतरंज के ख़िलाडी شترںج کے خِلاڈی)
  • Poos ki raat (पूस की रात پُوس کی رات)
  • Atmaram (आत्माराम آتمارام)
  • Boodhi Kaki (बूढी काकी بُوڈھی کاکی)
  • Bade Bhaisahab (बडे भाईसाब بڈے بھائیساب)
  • Bade ghar ki beti (बडे घर की बेटी بڈے گھر کی بیٹی)
  • Kafan (कफ़न کفن)
  • Dikri Ke Rupai (दिक्रि के रुपै دِکرِ کے رُپے)
  • Udhar Ki Ghadi (उधार की घडी اُدھار کی گھڈی)
  • Namak Ka Daroga (नमक का दरोगा نمک کا دروگا)

Romantoù[kemmañ]

  • Gaban (गबन گبن)
  • Sevasadan
  • Godaan (गोदान گودان)
  • Karmabhoomi (कर्मभूमी کرمبھُومی)
  • Kaayakalp (कायाकल्प کایاکلپ)
  • Manorma (मनोरमा منورما)
  • Mangalsootra (मंगलसूत्र مںگلسُوتر) -
  • Nirmala (निर्मला نِرملا)
  • Pratigya (प्रतिज्ञा پرتِجنا)
  • Premashram (प्रेमाश्रम پریماشرم)
  • Rangbhoomi (रंगभूमी رںگبھُومی)
  • Vardaan (वरदान وردان)