Pengő
Ur moneiz hungarat kozh eo ar pengő. Implijet eo bet etre an 21 a viz Genver 1927 hag an 31 a viz Gouere 1946 ma voe erlec’hiet gant ar florin (Forint) goude ur prantad gourmonc’hwezh spontus. Rannet e oa ar pengő e 100 fillér.
Savidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar Brezel bed kentañ he deus bet ar gurunenn Austrian-ha-Hungarat da c’houzañv ur feur monc’hwezh uhel. En Hungaria e voe degaset ur moneiz nevez, ar pengő, a dalveze kement a 12500 kurunenn. Ur c'hilogramm aour a dalveze 3800 pengő ent ofisiel. Kouslkoude, ne c’hoarvezas ket gant ar pengő an hevelep tra ha gant ar gurunenn ha morse ne voe produet pengő aour ebet.
Marv ar pengő
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an eil brezel bed e kollas ar pengő e dalvoudegezh. Warnañ e kouezhas gwalenn ar gourmonc’hwezh uhelañ bet c’hoarvezet biskoazh. Adtalvoudekaet e voe ar pengő neuze. Met ne voe harz ebet d'ar gourmonc’hwezh ha troellenn ar prizioù a oa digabestr ken na voe ranket degas an niveradur uhelañ bet gwelet biskoazh betek tizhout ar mil trilion (mil miliard a viliardoù, 1021) a bengőioù. s.o. ar skeudenn. Moullet e voe hep bezañ skignet gwech ebet. An niveradur uhelañ bet implijet eo bet 100 trilion, 1020 a bengőioù; s.o ar skeudenn.
A-benn neuze, n'halle mui armerzh Hungaria bezañ stabilaet nemet dre ur moneiz nevez; kement-se a voe graet d'ar 1añ a viz Eost 1946. Krouet e voe ar forint evit ur c’henfeur a 400 pevarlion (4×1029) a bengőioù.