Florin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Florin er XVIvet kantved.

Ar florin a oa anv ur moneiz en Europa ar Grennamzer. An hini bouezusañ e oa, en aour e oa da gentañ. Skrivet e veze fl. pe ƒ evit floren pe florenus.

Dont a ra an anv eus hini ar moneiz implijet e Firenze er Grennamzer, ar fiorino d'oro. Krouet e voe e 1252 gant arc'hanterien Firenze (Arte del Cambio), unan eu pemp korf-labour ar gêr italian. 12 vloaz goude eo Loeiz IX, roue Bro-C'hall, a grouas ar skoed, anvet loeiz aour.

E 1284 eo e Venezia e voe krouet an dugad aour.


Hiziv[kemmañ]

Graet e vez gant ar florin c'hoazh hiziv:


Gwelet ivez[kemmañ]