Florin aour Yann V

Eus Wikipedia

Ur florin aour a voe graet gant Yann V, dug Breizh, e Naoned[1], ar gêr ma varvas an dug e 1442 e maner La Touche;

War ar skoed e weler an dug war varc'h, hobregonet ha kurunennet, o terc'hel skoed ha kleze. En dro dezhañ eo skrivet + IOHANNES DEI GRACIA BRITONV DVX, Yann Dug ar vretoned dre c'hras Doue. A-drek e weler ur groaz Jean ha ger-stur Duged Breizh, + DEVS INADIVTORIVM MEVM INTENDE, Doue deus d'am sikour .

War-bouez un arnod er bloavezhioù 1358-1360, eo florin Yann V eo kentañ moneiz aour Breizh, graet e Naoned, Roazhon ha Gwened, adal 1420 betek 1424.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pennad e lec'hienn departamant al Liger-Atlantel