Bev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bev a zo ur ger brezhonek a gaver e meur a c'her kevrennek, hag a droienn.

Anv-gwan[kemmañ]

Evel anv-gwan

  • implijet da lavarout ez eus buhez, pe yec'hed, pe nerzh, en unan bennak pe en un dra bennak:
      • Bev on c'hoazh. Leskiñ unan bennak en-bev.
      • Evel-se eo e vez lavaret ez eo bev-buhezek, pe bev ar gwad e gwazhied unan bennak.
      • Chom bev a ran hini n'eo ket marv, pe un den, pe tan, pe gouloù e vije. Glaou bev zo glaou ruz.
      • En aod vev emañ ar garreg a vez goloet ha dizoloet gant ar mor. An traezh bev eo an traezh goloet pa vez lanv.
      • Douar bev a zo douar nevez aret.
      • Yenik eo an amzer vev.
      • Sevel a varv da vev a zo bevañ en-dro pa gomzer eus un den.
    • a c'hell bezañ evit implijet evit pouezañ pa vez lakaet
      • war-lerc'h un anv-gwan ; da skouer: fresk-bev, heñvel bev, gwadek-bev, noazh-bev,sklaer-bev.
      • war-lerc'h un anv-kadarn: noz-bev (noz du-dall),

Anv-kadarn[kemmañ]

Evel anv-kadarn

    • a reer gantañ evit komz eus ur boud (den pe loen) a zo buhez ennañ, liester bevien, a zo danvez studi ar vevoniezh. Komz a reer eus korf ur bev.
    • a dalv kement ha buhez el lavarenn e bev un den bennak, da lavarout eo tra m'eo bev
    • ar bev eo lec'h ar brasañ kizidigezh, evel en droienn tizhet eo bet an den er bev. Implijet e vez dreist-holl e-barzh betek ar bev: Troc'het eo betek ar bev.
    • Gwechall e talveze kement ha badeziant en dro-lavar: Seniñ a ra kloc'h an iliz evit ar bev hag ar marv.