Gouhin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar gouhin, pe forzh, eo al lodenn eus ar c'horf a zo benveg an embarañ hag ar genel gant ar bronnegezed.

Pa gomzer eus ardivink-genel, pe binvioù reizhel ar maouezed e ranker ober ar c'hemm etre ar gouhin, a zo al lodenn diabarzh anezho, hag ar c'hourzh, al lodenn diavaez. Al lienenn-gourzh a ra an disparti etrezo a-wechoù .


Kargoù ar gouhin [kemmañ]

Setu da betra e servij ar gouhin:

  • da lezel gwad amzerioù ar maouezed da dremen; er c'hevredigezhioù a vremañ e vez implijet traouigoù ha danvezioù a bep seurt da zastumm ar gwad-se;
  • da embarañ
  • da c'henel bugale.