Trompilhoù Falloppio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tres a-dal eus benvegad enhegentañ ar merc'hed.

Trompilhoù Falloppio, pe trompilhoù Fallop, pe kanioù-uterus , pe korzennoù-uterus a zo div anezho, zo ul lodenn eus benvegad engehentañ ar merc'hed. Div duellennig voan int, a gas ar vielloù eus div vigell ar bronnegezed d'ar mammog. Viellsanoù a lavarer anezho ivez. Gant ar merc'hed e vezont etre 7 ha 14 cm hed.

Enne e vez speriet ar vielloù a ziskenn neuze d'ar mammog. Pa chomont hep diskenn e vez komzet eus "speriadenn e-maez ar mammog".



An anv[kemmañ]

Dont a ra an anv eus Gabriele Falloppio, ur surjian italian eus ar XVIvet kantved (1523-1572) hag en doa dizoloet anezho.

Serriñ an trompilhoù[kemmañ]

Un ober a surjianerezh eo serridigezh an trompilhoù evit mirout ouzh ur vaouez a gaout bugale. A-wechoù ivez e vez tennet an trompilhoù war un dro gant ar vigelloù.