Kourzh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hourzh, pe heñchoù, eo lodenn diavaez reizh ar merc'hed, treuzoù ar gouhin.
Taolenn |
[kemmañ] Rannoù ar c'hourzh
Mont a ra d'en ober :
- ar muzelloù bras, plegoù ar c'hroc'hen a zo a bep tu dezhañ ;
- ar muzelloù bihan;
- er beg anezho, an ellig, organ stegnus ;
- dindan an ellig, ar staotijenn a dremen drezi an troazh ;
- etre ar muzelloù bihan emañ toull ar gouhin.
[kemmañ] Yec'hed ha naetadurezh
Abalamour da ziwall diouzh c'hwezh ha c'hwezhenn e weler kalz merc'hed oc'h implij kalz dour ha kalz produioù c'hwezh-vat. Ret eo diwall ouzh ar produioù implijet, leun a elfennoù kimiek a ra droug d'ar c'hroc'hen dreist-holl en ul lec'h kizidik. Gallout a reer aes tapout ur vaginitis, bilimadur ar gouhin.
Liammet eo yec'hed ar c'hourzh ouzh an doare-bevañ, an evezh taolet ouzh an naetadurezh, ar boued yac'h. Ret eo implij soavonoù dous, naturel, organek, ha gwalc'hiñ eus a-raok war-du an a-dreñv.
[kemmañ] Minellañ ar c'hourzh
Merc'hed zo a blij dezho minellañ o c'hourzh e doare pe zoare.
- Gwelout: Minellañ ar c'hourzh
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Liammoù
|
||||||||||