Reizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur vaouez hag ur gwaz en noazh, gwelet a-dal

Ar reizh, pe ar rev a reer eus an hollad organoù a laka kemm etre ar bared hag ar parezed hag a servij evit ar revelezh.

En un doare skiantel e c'heller komz eus an doareennoù reizhel a renk kentañ a servij d'an embarañ hag a vez gwelet splann an aliesañ adalek devezh ar c'hanedigezh. Komzet e vez eus ur barez pa vez an organoù reizhel parez gant ar boud bev, pe eus ur par pa vez an organoù par gantañ. A-wezhioù n'eo ket ken splann-se ha par pe barez eo ar boud nevez-c'hanet.

An doareennoù reizhel a eil renk eo an hollad diforc'hioù etre ar bared hag ar parezed na servijont ket evit ar gouennañ hag a c'hoarvez da vare ar c'hrennoad evit mab-den, pe na vez gwelet nemet gant hiniennoù gour. En o zouez emañ bronnoù ar merc'hed pe mouezh boud ar baotred evit a sell ouzh spesad Mab-den, livioù disheñvel etre pared ha parezed evit kalz spesadoù laboused, hag all.

Alc'hwez ar skeudenn
1 - Penn 9 - Bruched 17 - Glin 25 - Arzorn
2 - Gouzoug 10 - Bronn 18 - Ufern 26 - Biz-meud
3 - Kef 11 - Penn-bronn 19 - Troad 27 - Palv
4 - Brec'h 12 - Kof 20 - Lagad 28 - Biz-yod
5 - Gar 13 - Dorn 21 - Fri 29 - Biz kreiz
6 - Blev 14 - Kourzh 22 - Jod 30 - Biz-gwalenn
7 - Skouarn 15 - Kalc'h 23 - Genoù 31 - Biz bihan
8 - Skoaz 16 - Gousac'h 24 - Elgezh

Pennadoù kar[kemmañ]