Kaezouregezh
Ar gaezouregezh, en ur ster strizh, eo stad ar gaezoureien ha kaezouregezed.
En ur ster ledanoc'h eo an oad ma krog korf ur bugel da gemm evit dont da vezañ un den gouest da engehentañ. Krennarded ha krennardezed a vez graet eus an dud erru en oad-se mui-pe-vui.
En em ziorren a ra ar gaezouregezh tamm-ha-tamm o kregiñ gant kemmoù neuronel en hipotalamus ha dreze e vez kenderc'het hormonoù hag a gas sinoù etre an empenn hag an organoù genel hag a ya war gresk da heul en ur broduiñ steroidoù reizhel d'o zro hag a gas da gemmoù er c'horf.
Kemmañ kalz a ra an oad ma krog ar gaezouregezh hervez an eil den pe egile, hag ivez dindan levenez faktorioù resis evel ar boued, an endro hag all.
Daoust hag ar c'hemmoù degaset gant ar gaezouregezh a zo pskikologel ha fizikel, sklaeroc'h eo ar c'hemmoù fizikel hag aesoc'h da zeskrivañ a-benn tizout un termenadur rik.
Taolenn |
[kemmañ] Kemmoù er merc'hed
[kemmañ] Diorroadur an divronn
Unan eus kemmoù fizikel kentañ eo hennezh, pa grog an divronn da greskiñ tro-dro da 10,5 vloaz. Pemp fazenn zo ken na vez tizhet ar vent diwezhañ.
[kemmañ] Kaezour (blev moudennek)
Peurliesañ e teu war wel ar blev tro-dro d'an diweuz diouzhtu pa grog an divronn da greskiñ. A-wechoù e teu war wel a-raok ma krog an divronn da greskiñ (30% eus ar merc'hed). War-lerc'h e vez gwelet stankoc'h-stankañ ar blev o kreskiñ tro-dro d'ar voudenn, dindan ar divgazel hag ivez war an divhar.
[kemmañ] Organoù genel
Kemmañ a ra ivez ar gouhin abalamour d'an estrogen a vez produet muic'h-mui gant ar c'horf, o vont war devaat ha dont a ra da vezañ roz-sklaer e liv. Kreskiñ a ra ivez e-pad daou vloaz war-lerc'h ar mammog hag ar vierezioù.
[kemmañ] Amzerioù ha strujusted
Great e vez menarche eus an amzerioù kentañ hag a deu war wel tro-dro da 12-13 vloaz, direolek er penn-kentañ e teuont da vezañ miziek mui-pe-vui war-lerc'h. Viadur a c'hell c'hoarvezout pe get ern amzerioù kentañ ivez, met daou vloaz goude an amzerioù kentañ e vez vet meur a wezh bep bloaz gant an darn vrasañ eus ar maouezed.
[kemmañ] Stumm ar chorf
Abalamour ivez d'an estrogen, kemmañ a ra lodenn izelañ an askorn kaezour o vont war ledanaat evit ma c'hellfe genel aesetoc'h. War uhelaat a ra ivez ar c'hementad a danvezenn druz er c'horf dre vras, muioc'h evit gant ar baotred, o reiñ stumm d'an divronn, an divlez hag an divorzhed.
[kemmañ] Ment
Kregiñ a ra ar merc'hed da vrasaat pa grog an divrenn da gemmañ abalmour d'an estrogen produet gant o c'horfoù. Unan eus sinoù kentañ kaerouregezh ar merc'hed eo ar c'hresk prim-se, o kregiñ da genatñ en treid hag en divrec'h hag a c'hell dont da vezañ hir-tre e-keñver ar peurrest eus o c'horf hag a ya war gresk da heul.
[kemmañ] Kemmoù all
Dre efed an hormonoù e teu da gemm c'hwezh an dour-c'hwezh ha druzoc'h e teu da vezañ ar c'hroc'hen o kas da gudennoù akne gwall alies.
[kemmañ] Kemmoù er baotred
[kemmañ] Organoù genel
Kemm fizikel kentañ ar gaezouriezh er boatred eo kresk an divgell peurliesañ. Kregiñ a ra an divgell adal ma vez ganet ur paotr, o kreskiñ buanoc'h-buanañ da vare ar gaezouriezh en un doare splann e-pad ur 6 vloaz bennak. Gant an divgell e vez produet sper hag hormonoù.
Mont war gresk a ra ar c'halc'h tamm-ha-tamm adal ma vez tizhet e baevar bloaz gant ur paotr betek ar gaezouregezh. Un nebeut mizioù goude ma krog an divgell da greskiñ e krog ivez ar c'halc'h da vont war hiraat ha war devaat. Kenderc'hel da greskiñ ra betek ar 18 vloaz mui-pe-vui. Aliesoc'h ivez e dihodet, gawll alies hep tamm kontroll ebet, ha gouest e teuer da vezañ da strinkañ sper, a-wechoù ivez hep ma vefe klasket ober gant hini pe hinihag alies a-walac'h diouzh an noz pa vezer o kousket. Er penn-kenatañ n'eo ket gwall stank r sper produet gnt n divgell.
[kemmañ] Kaezour (blev moudennek)
Alies e teu war wel ar c'haezour nebeut goude ma krog an organoù genel da greskiñ, peurliesañ tro-dro d'ar c'halc'h da gentañ-penn. Kreskiñ a ra war-lerc'h stankoc'h-stankañ war an divc'har ha betek ar begel.
Gwelet a vez blev o kregiñ da greskiñ dindan an divgazel, tro-dro d'ar fraezh, war an diweuz, ar groñj hag an divjod.
[kemmañ] Ar vouezh
Abalamour d'an androgenoù ec'h a war vrasaat an gornailhenn ken hini ar botred hag hini ar verc'hed. Er baotred avat e kresk kalz muioc'h ha kemmañ a ra ar vouezh o vont war izelaat. Er penn-kenatñ e c'hell kemmañ ar vouezh a-daol trumm o vont war izelaat ha neuze o pignat skiltrus.
[kemmañ] Ment
Ne gresk ket ar baotred na ken buan na ken a-bred evit ar merc'hed dre vras, met padout a ra pelloc'h. Peurliesañ e krog korf ar boatred da vont war vrasaat 9 miz bennak goude ma krog an divgell da greskiñ ha kreskiñ a ra buanoc'h-buanañ ar c'horf tro-dro da daou vloaz gouide ma krogas ar gaezouregezh.
[kemmañ] Stumm ar c'horf
Da diwezh prantad ar gaezouregezh e teu eskern ar botred da vezañ pouneneroc'h ha gant div wezh muic'h a danvezenn gigennek. Kregiñ a ra ar c'higennoù da gregiñ da vat da diwezh ar prosez tamm-ha-tamm.
[kemmañ] Kemmoù all
Dre efed an hormonoù e teu da gemm c'hwezh an dour-c'hwezh ha druzoc'h e teu da vezañ ar c'hroc'hen o kas da gudennoù akne gwall alies.
[kemmañ] Kresk an divronn er baotred
Abalamour d'an estradiol e c'hell kreskiñ ivez divronn ar baotred da varevezh ar gaezouregezh, ma reer ginecomastia outañ. Peurliesañ ne greskont ket kalz ha mont a reont war vihanaat en-dro da diwezh ar gaezouriezh. Gwezhoù all all avat, alies abalamour d'un devder betek re, e c'hell dont da vezañ ur gudenn ment an divronn hag e c'hell bezañ oberataet, dres evel ma teu war wel kalz a varv war ar merc'hed.
[kemmañ] Ar prosez neuronel hag hormonel
Kregiñ a ra ar c'hemmoù neuronel hag hormonel etre 1-2 vloaz a-raok ma krog ar c'hemmoù a c'heller gwelet er c'horf.
| Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |