Oadvezh ar maen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Oadvezh ar Maen a zo ur prantad eus ar Ragistor ma krogas an Hominidae (ar genadoù Homo, Australopithecus, ha Paranthropus) da sevel benvegoù maen. Rannet eo etre tri oadvezh all:

Ar stêr Awash, hiziv an deiz en Etiopia, aspadenn ar Paleo-Awash, mammenn ar gouelezennoù a oa dizoloet enne ar benvegoù maen koshañ

Implijet e veze ar prenn hag an eskern ivez met ne chom ket kalz roudoù anezhe e-skoaz ar miliadoù binviji maen. Ar maen, ar c'hailhastr peurgetket, a veze aozet da sevel binviji lemm hag armoù. An anv « Oadvezh ar maen » zo erru un tamm dispredet hiviziken hag e kaver gwell ober gant prantadoù resisoc'h evel : Henoadvezh ar Maen, Krennnoadvezh ar Maen pe Nevezoadvezh ar Maen.

Cheñch a ra bevennoù kronologek an oadvezh hervez ar vro zo kaoz anezhi ha diouzh an arouezioù-barn a implijer. Lavaret a reer peurliesañ avat e krogas ar prantad-se war-dro 2,5 milion a vloavezhioù zo pa gomañsas an Hominidae da sevel benvegoù maen. Daoust ma c'haller komz eus un oadvezh ar maen hollek a dalvezfe evit an denelezh a-bezh, strolladoù zo n'o deus biskoazh dizoloet teknikoù da labourat ar metal ha chom a rejont eta en Oadvezh ar maen keit ha ma ne'n em gavjont ket gant ur sevenadur a oa muioc'h diorroet e deknologiezh. A-wezhioù un nebeud bloavezhioù zo hepken.

Heuliet e oa ar prantad-se gant Oadvezh an arem, pa grogas ar benvegoù arem da vezañ boutin, etre 8000 ha 4500 vloaz zo. Soñjal a reer peurliesañ e erruas broioù ar Reter-Kreiz hag Azia ar Gevred e diwezh oadvezh ar maen war-dro 6000 vloaz a-raok J.-K., Europa, peurrest Azia hag Afrika e-tro 4000 vloaz kent J.-K. ha sevenadurioù Amerika war-dro 2500 a-raok J.-K.

Meneget zo un hevelep oadvezh en ur vartezeadenn prederouriezh e De natura rerum gant Lucretius[1].


Sevenadur[kemmañ]

Binviji[kemmañ]

Beñveg maen bet kavet en Etiopia

Implijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, kailhastr ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe armoù, e-skoaz maen-bazalt ha maen-krag a veze implijet da sevel mein-malañ. Prenn, askorn, kregat, kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, gouelezennoù (evel ar c'hleiz) a veze implijet da sevel priaj. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.

Spesadoù zo estroc'h evit ar Primated zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar dourgon mor, a dorr kregat ourmel gant mein. Ar primated a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an Hominoidae hag an dud, met an dud hepken , ha dre vras an Hominina, a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev.[2] Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an Hominina hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennak gant an dorn e doareoù disheñvel.[3]

Boued hag evaj[kemmañ]

Dont a rae boued chaseourien-dastumerien Oadvezh ar maen eus ar plant hag al loened gouez dastumet en o endro. Beveziñ a raent kig hag organoù, en o zouez an avu, al lounezhi hag an empenn. Debret e veze legumaj ha greun pell a-raok dispac'h al labour-douar, evel ma'z eo anat diouzh ar c'havadennoù arkeobotanek er gwiskadoù mousterian eus Groc'h Kebara, en Israel.[4] Prouennoù kavet nevez zo a ziskouez e veze fardet ha debret edaj gouez gant an dud ken abred ha 23 000 vloaz zo en Henoadvezh koshañ ar maen.[5]

Tost da ziwezh skornadur Wisconsin, eus 15 000 da 9 000 vloaz zo, ez eas da get kalz loened bras evel ar mammouted en Azia, Europa, Norzhamerica hag Aostralia. Ar c'hentañ darvoud steuzierezheus an Holosen e oa. Marteze e ezdias an dud da gemm o zinell ha gant diorroadur al labour-douar, ar boued diazezet war plant gounezet a zeuas da vezañ ul lodenn ingal eus o zinell. Kinniget ez eus un niver a faktorioù da zisplegañ steuzidigezh ar spesadoù loened : ar re-chaseerezh moarvat, met ivez an digoadañ hag ur cheñchamant hin.[6] An disoc'h kentañ a oa bruzhunadur an tachennoù ec'hon o doa ezhomm al loened bras a yeas da get tamm-ha-tamm e pep kornad.

Goudorennoù hag annezioù[kemmañ]

War-dro 2 milion vloaz zo, Homo habilis en dije savet ar c'hentañ frammoù graet gant an dorn e reter Afrika, aneze ur c'helc'h maen eeun da zerc'hel barroù gwez en o flas. Dizoloet e oa ur framm mein kelc'hiek damheñvel, dezhañ war-dro 380 000 vloaz war a greder, e Terra Amata, e-kichen Nice (savet ez eus douetañs war-benn an doare d'e vloaziañ avat, sellet ouzh Terra Amata). Dizoloet ez eus un toullad annezioù eus Oadvezh ar maen er bed, en o mesk :


Notennoù[kemmañ]

  1. Nathalie Richard, Inventer la préhistoire. Les Débuts de l'archéologie en France, Vuibert, 2008)
  2. Barham Mitchell, 2008, p 74
  3. Barham Mitchell, 2008, p 108
  4. Efraim Lev, Mordechai E. Kislev; Ofer Bar-Yosef (March 2005). "Mousterian vegetal food in Kebara Cave, Mt. Carmel". Journal of Archaeological Science 32 (3): 475–484. DOI:10.1016/j.jas.2004.11.006
  5. Dolores R. Piperno, Ehud Weiss; Irene Holst; Dani Nadel (August 5, 2004). "Processing of wild cereal grains in the Upper Palaeolithic revealed by starch grain analysis". Nature 430 (7000): 670–3. DOI:10.1038/nature02734
  6. Turvey, Samuel T. (2009). Holocene Extinctions, Oxford Biology. Oxford : Oxford University Press. 16–17 p. 

Levrlennadur[kemmañ]

  • Barham, Lawrence (2008). The First Africans: African Archaeology from the Earliest Toolmakers to Most Recent Foragers, Cambridge World Archaeology. Oxford : Oxford University Press. 
  • Belmaker, Miriam (March 2006). Community Structure through Time: 'Ubeidiya, a Lower Pleistocene Site as a Case Study (Tezenn). Paleoanthropology Society. 
  • Clark, J. Desmond (1970). The Prehistory of Africa, Ancient People and Places, Volume 72. New York; Washington : Praeger Publishers. 
  • Deacon, Hilary John (1999). Human beginnings in South Africa: uncovering the secrets of the Stone Age. Walnut Creek, Calif. [u.a.] : Altamira Press. 
  • Rogers, Michael J. (2009). Sourcebook of paleolithic transitions: methods, theories, and interpretations. New York : Springer. .
  • Schick, Kathy D.; Nicholas Toth (1993). Making Silent Stones Speak: Human Evolution and the Dawn of Technology. New York : Simon & Schuster. ISBN 0-671-69371-9. 
  • Shea, John J. (2010). Out of Africa I: the First Hominin Colonization of Eurasia. Dordrecht; Heidelberg; London; New York : Springer. 47–64 p.