Henoadvezh koshañ ar maen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen
Mein daoudu - Henoadvezh koshañ ar maen - Dastumad Noulet - Mirdi Toulouse
Mouladenn eus klopenn Homo rudolfensis dizoloet e Koobi Fora, er C'henya

Kentañ prantad ar ragistor eo Henoadvezh koshañ ar maen. E-doug an oadvezh-se ec'h anad ar genad Homo en Afrika. Hervez ar menoioù hag an arouezioù-barn kemeret e kont e krog etre 3 ha 2,5 milion a vloavezhioù a-raok hiziv. Echuiñ a ra war-dro 300 000 bloaz zo, gant kemmoù er binviji hag e diorroadur an den a verk deroù Henoadvezh krenn ar maen. An artizanerezh eus ar maen zo liammet gant Henoadvezh koshañ ar maen zo Sevenadur Oldowai hag an Akeulean. Evit a sell Europa, ne vez ket graet nemeur gant prantadoù Sevenadur Chellé ha sevenadur Abbeville.

Un niver bihan-kenañ a skrivagnerien a ra gant Henoadvezh arkaek ar maen evit ober anv eus deroù ar prantad-se.