Holosen

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen

Ar prantad geologek a-vremañ eo an Holosen. Kregiñ a reas war-dro 11 650 bloaz cal kent bremañ (war-dro 9700 a-raok J.-K.), goude ar marevezh skorn diwezhañ a echuas gant Kiladenn ar skorn en Holosen, ha diechu eo c'hoazh[1]. An Holosen hag ar Pleistosen a oa araozañ[2] a ya d'ober ar pevare ishoalad. Hevelebet eo bet an Holosen gant ar prantad tomm a vremañ, anvet MIS 1. Lod a soñj ez eo ur prantad etreskornel e diabarzh ar Pleistosen, anvet Prantad Flandrezat etreskornel[3].

Klotañ a ra an Holosen gant skignadur ha kresk prim spesadoù mab-den hag al levezon o deus bet er bed a-bezh. C'hoarvezout a ra ennañ holl an Istor skrivet, ar reveulzioù teknologek, diorroadur ar sevenadurioù pennañ, hag an emdroadur a gasas d'ar vuhez e kêrioù en amzer a vremañ. Levezon mab-den war an Douar a vremañ hag e ekoreizhiadoù en do ur pouez bras war emdroadur da zont ar spesadoù.

E miz Gouere 2018, an Unaniezh etrebroadel skiantoù an douarouriezh a zispartias an Holosen e tri oadvezh disheñvel diazezet war an hin : ar Greenlandian (etre 11 700 vloaz zo hag 8200 vloaz zo), Northgrippian (etre 8200 vloaz zo ha 4200 vloaz zo) hag ar Meghalayan (eus 4200 vloaz zo betek bremañ), war ginnig ar Bodad etrebroadel diwar-benn ar stratigrafiezh.[4]. An oadvezh koshañ, ar Greenlandian, a welas an amzer o tommaat e-keñver ar marevezh skorn a oa bet a-raok. Anavezet eo an Northgrippian evit un distanadur bras eus an amzer da-heul an direihadenn degaset e red ar meurvorioù gant teuzidigezh ar skornegi. Ar Meghalayan a vremañ, oadvezh nevesañ an holosen, a grogas gant ur sec'hor bras hag a badas war-dro 200 years hag he doe ul levezon a-bouez war an holl sevenadurioù bras er bed[4].

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo ananv-se diwar daou c'her henc'hresianek : Holos (ὅλος) a dalvez "klok" ha kainos (καινός), a dalvez "nevez". Talvezout a ra ez eo "nevez penn-da-benn" an oadvezh-mañ. Kinniget e oa bet an anv "Holocène" e 1850 gant Paul Gervais (1816–1879), ur palaeontologour hag un entomologour gall[5][6][7]. Implijet eo al lost-ger "-sen" en anvioù holl brantadoù ar C'henozoeg.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (2009) "Formal definition and dating of the GSSP (Global Stratotype Section and Point) for the base of the Holocene using the Greenland NGRIP ice core, and selected auxiliary records". Journal of Quaternary Science 24 (1): 3–17. DOI:10.1002/jqs.1227
  2. International Chronostratigraphic Chart. International Commission on Stratigraphy.
  3. Oxford University Press – Why Geography Matters: More Than Ever (book) – "Holocene Humanity" section https://books.google.com/books?id=7P0_sWIcBNsC
  4. 4,0 ha4,1 "Welcome to the Meghalayan Age a new phase in history", BBC News (2018-07-18). 
  5. (1850) "Sur la répartition des mammifères fossiles entre les différents étages tertiaires qui concourent à former le sol de la France". Académie des Sciences et Lettres de Montpellier. Section des Sciences 1: 399–413 From p. 413: "On pourrait aussi appeler Holocènes, ceux de l'époque historique, ou dont le dépôt n'est pas antérieur à la présence de l'homme ; … " (One could also call "Holocene" those [deposits] of the historic era, or the deposit of which is not prior to the presence of man ; … )
  6. Origin and meaning of Holocene.
  7. Origin and meaning of suffix -cene.