Homo habilis
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Mouladenn klopenn un Homo habilis
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Primates | ||||
| Kerentiad : | Hominidae | ||||
| Iskerentiad : | Homininae | ||||
| Genad : | Homo | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Homo habilis Leakey et al., 1964 |
|||||
|
|||||
Homo habilis (ger-ha-ger « den ampart » e latin) zo ur spesad ar genad homo a vevas etre 2,5 ha 1,8 milion a vloavezhioù e Norzhafrika, en Afrika ar reter hag en Afrika ar c’hreisteiz. Taolennet eo bet evit ar wezh kentañ e 1964 (da heul dizoloadenn karrekaennoù e Tanzania e 1961).
Taolenn |
Homo habilis hag an daoudroadegezh [kemmañ]
Gouzout a ouie Homo habilis chomel en e sav war e zaoudroad a-drebad. Hogen ne oa ket ken gouest ha Homo ergaster, a zo bet anezhañ diwezhatoc’h, da gerzhout. Chomel a rae henaek-tre e neuz.
Bout a oa er spesad un divneuziegezh revel kreñv-tre: kalz bihanoc’h e oa ar parezed eget ar pared.
Homo habilis, ijinour an ostilhoù? [kemmañ]
Donet a ra anv Homo habilis eus ar fed e oa duac’h da ober ostilhoù. Ur c’hempredad eo da « c’hreanterezhioù » kentañ ar benañ mein, a vez graet « oldowan » anezhe en anv kaniennoù Olduvai e Tanzania. Enne e veze graet objedoù eeun benet war un tal hepken evit sevel binviji (chopperioù pe "biliennoù benet") pe kaout skolpennoù maen lemm.
Ar re-mañ diwezhañ a servije dezhañ evit didroc’hañ tammoù kig diwar relegennoù al loened pe terriñ eskern. Kenvezañ a reas avat gant aostralopiteked zo, evel ar barantroped. Hogen henzenoniourion zo a soñj dezhe e oa gouest ar re-mañ diwezhañ da sevel binviji maen ivez.
Stuzegezh ha kalvezerezhioù [kemmañ]
Ur barr-klopenn bras [kemmañ]
Etre 550 ha 800 cm3 e oa dalc’had e glopenn (houmañ diwezhañ a oa brasoc’h eget hini ur chimpanze da skwer).
E neuz [kemmañ]
Etre 1,20 ha 1,50 metr sav a oa dezhañ; pouezañ a rae etre 30 ha 40 kg. Studiadenn e zentadur a ziskouez e oa hollzebrer: ankdent bihan ha rakdent diorreet mat a oa dezhañ. Sur a-walc’h e oa gagnaouaer ha neket hemolc’her.