Homo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Homo
Neandertal vs Sapiens.jpg
KlopennoùHomo sapiens (a-gleiz) ha Homo neanderthalensis (a-zehou) keñver-ha-keñver
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata / Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Primates
Isurzhiad : Haplorrhini
Infraurzhiad : Simiiformes
Uskerentiad : Hominoidea
Kerentiad : Hominidae
Anv skiantel
Loen
genad
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Homo zo ur genad a vod an den modern hag ar spesadoù kar dezhañ. Bout ez eus anezhañ abaoe war-dro 2,3 – 2,4 milion a vloavezhioù.

Homo habilis, unan hag an daou spesad kentañ ag ar genad Homo, zo un diskennad d’an Australopithecus garhi a veve 2,5 milion a vloavezhioù zo.

Aet eo da get razh spesadoù ar genad Homo nemet Homo sapiens. Ar spesadoù kar dezhañ diwezhañ, Homo floresiensis ha Homo neanderthalensis, zo aet da get, an eil 18 000 bloaz zo; hag egile 28 000 bloaz zo. Neoazh elfennoù dizoloet n’eus ket pell a lak ar skiantourion da soñjal en dije Homo floresiensis treuzvevet betek 12 000 bloaz zo, ha razh poblañsoù an Douar, nemet Afrikaniz, o defe genoù o tonet eus Den Neandertal da heul un hironerezh etre an daou spesad (Homo sapiens ha Homo Neanderthalensis) c’hoarvezet er Reter-Nesañ.

Etimologiezh[kemmañ]

Ar ger homo a dalv “den” e latin ha donet a ra ag an henlatin hĕmo a zeu eñ ag an Indezeuropeg *dʰǵʰm̥mō (“mab an douar”). Roet e voe an anv-mañ d’ar genad gant Carl von Linné e 1758.

Anvioù spesadoù deuet blaz ar c’hozh warne[kemmañ]

Spesadoù anavezet ar genad Homo[kemmañ]

Arvarus eo c’hoazh renkadur ar spesadoù-se ha tabut zo c’hoazh etre an henzenoniourion evit lakaat ar re-mañ-re da spesad pe isspesad. Spesadoù ar genad Homo hervez urzh al lizherenneg:

Beziañ a rae e re varv gant lidoù-kañv. Bevañ a reas en Eurazia nemetken. Aet eo ar spesad da get.

Den Neandertal ha Homo sapiens (Den Cro-Magnon) o doa bevet en Europa hag er Reter-Nesañ d’ar memes koulz.

  • Den Denisova zo ur spesad ag ar genad Homo dizoloet nevez zo e Siberia. Kenoadek e oa da Homo neanderthalensis, Homo sapiens ha Homo floresiensis.

Taolenn geverata spesadoù ar genad Homo[kemmañ]

Spesadoù Prantad amzer (e milionoù a vloavezhioù) Dasparzh Ment en oad-gour (m) Pouez en oad-gour (kg) Barr-klopenn (cm³) Dizoloadennoù ar c'harrekaennoù Deiziad an dizoloadenn /
embannadue e anv
H. habilis 2,5 — 1,5 Afrika 1,0 — 1,5 30 — 55 600 Kalz 1960 / 1964
H. rudolfensis 1,9 Kenya       1 glopenn 1972 / 1986
H. georgicus 1,8 — 1,6 Georgia     600 Nebeut 1999 / 2002
H. ergaster 1,9 — 1,25 Reter ha Su Afrika 1,9   700 — 850 Kalz 1975
H. erectus 2(1,25) — 0,3 Afrika, Azia (Java, Sina, Kaokaz), Europa 1,8 60 900 — 1100 Kalz 1891 / 1892
H. cepranensis 0,8 ? Italia       1 gokenn glopenn 1994 / 2003
H. antecessor 0,8 — 0,35 Spagn, Bro-Saoz 1,75 90 1000 3 lec'hienn 1997
H. heidelbergensis 0,6 — 0,25 Europa, Afrika, Sina 1,8 60 1100 — 1400 Kalz 1908
H. neanderthalensis 0,23 — 0,03 Europa, Azia ar C'hornôg 1,6 55 — 70 1200 — 1700 Kalz (1829) / 1864
Den Denisova 0,04 Mervent Siberia (Altaï)       Nebeut-tre 2010
H. rhodesiensis 0,3 — 0,12 Zambia     1300 Nebeut-tre 1921
H. sapiens 0,25 — amzer a-vremañ Bed a-bezh 1,4 — 1,9 55 — 80 1000 — 1850 Amzer a-vremañ — / 1758
H. floresiensis 0,10 — 0,012 Indonezia 1,0 25 400 7 hinienn 2003 / 2004

Perzhioù ar genad Homo[kemmañ]

Bout ez eus tri dezverk-diazez al lignez denel:

Daoudroadegezh a-drebad.[kemmañ]

Ouzhpennet e vez bremañ ar c’houested da redek.

Emdroadur ar glopenn[kemmañ]

  • Ur barr-klopenn bras (> 600 cm3), brasoc’h eget hini an aostralopiteked hag ar primated arall, hag o vout tuet da greskiñ (ouzhpenn 1 500 cm3 evit den Neandertal ha Homo sapiens), nemet evit den Flores (spesad az eas da vihanaat abalamour d’an digenvez enezat).
  • Rontadur ar glopenn.
  • Pladerezh an dremm (mojell ebet ken).

Obererezhioù sevenadurel[kemmañ]

  • Buhez sokial.
  • Binvioù gant gwelladenn benañ ar mein ha liesadur ar binviadur (daouduegoù, kraverioù, hag all).
  • Implij an tan (Homo erectus?), ha mestroni an tan en oaledoù da-c’houde (testeniekaet adalek Homo neanderthalensis).
  • Lidoù-kañv (testeniekaet adalek Homo neanderthalensis).
  • Arzoù evel al liverezh pe ar c’hizellerezh (testeniekaet adalek Homo sapiens).