Homo sapiens sapiens

Eus Wikipedia

Homo sapiens sapiens zo anvadur kozh Homo sapiens. Cheñchet e oa bet e 2003 evit klotañ gant an araokadennoù skiantel hag an dizoloadennoù nevez.

Dilaosket eo bet an anvadur kozh-se dre ma soñj bremañ al lodenn vrasañ ag ar skiantourion n'eus ket a ziforc'h etre den Cro-Magnon hag an den modern, izili ar memes spesad: Homo sapiens. Er c'hontrol e soñjer bremañ ez eo Homo sapiens ha Homo neanderthalensis re zisheñvel ez-genetikel evit bout daou ezel ag ar memes spesad. Gwechall e soñjed e oant daou isspesad tost: Homo sapiens sapiens ha Homo sapiens neanderthalensis.

Hogen, gouzout a ouier bremañ, a-drugarez d'ur studiadenn eus 2010 (Neanderthal genome project) ez eus bet un hironerezh darnel etre Homo sapiens ha Homo neanderthalensis etre 50 000 ha 100 000 bloaz zo er Reter-Nesañ. Setu m'o deus an Europeaned etre 1 ha 4% ag o genom o tont eus Homo neanderthalensis.