Homo heidelbergensis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Homo heidelbergensis
Homo heidelbergensis-Cranium -5.jpg
Klopenn Homo heidelbergensis
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Iskerentiad : Homininae
Genad : Homo
Anv skiantel
Homo heidelbergensis
Schoetensack, 1908
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png
Adframmadur skiantel un Homo heidelbergensis

Homo heidelbergensis (" Den Heidelberg", anvet diwar anv kêr Heidelberg en Alamagn e-men e voe dizoloet ur c'haved anezhañ) zo ur spesad ag ar genad Homo aet da get hag a c'hellfe bout koulz hendad-kompez Homo neanderthalensis ha hini Homo sapiens (diasur evit hemañ diwezhañ). Bevet en dije etre 600 000 ha 200 000 a vloavezhioù. Graet en doa H. heidelbergensis gant un henijinerezh ar vein akeulean tost d’an hini implijet gant Homo erectus.

Maen benet (daoudueg) adkavet e Boxgrove (Bro-Saoz).

Filogeniezh[kemmañ]

Hervez ar studiadennoù filogenetek diwezhañ e teufe Homo heidelbergensis ag un emdroadur ag Homo antecessor a veve en Europa hag a zo aet da get 700 000 bloaz zo (lakaet eo da Homo erectus diwezhat gant skiantourion zo avat).

Etre 250 000 ha 200 000 bloaz zo ec’h emdroas Homo heidelbergensis betek donet da vout Homo neanderthalensis.

Neuziadurezh ha spisverkoù-korf[kemmañ]

Mar e geñverier gant Homo antecessor a zo bet anezhañ araozañ ez eus da Homo heidelbergensis ar spisverkoù-korf da heul:

  • brasoc’h e oa e varr-klopenn (war-dro 1 200 cm³ -etre 1 100 ha 1 400-);
  • un tal uheloc’h;
  • un drolinenn lankoc’h;
  • gwaregoù an abrant ha ne oant ket ken tev ha re Homo antecessor;
  • ne oa ket ken hirgarvanet (ne oa ket ken hir e javed);
  • dent bihanoc’h.
  • Ar pared (ar wazed) a c’helle bout dezhe 1,75 metr sav (ha 62 kg) hag ar parezed 1,60 m (51 kg).

Stuzegezh ha kalvezerezhioù[kemmañ]

Bevañ a rae Homo heidelbergensis diwar an hemolc’h dreist-holl. Duac’h e oa da hemolc’hiñ jiboez bras: ar roñsed pe ar frikorneged da skwer. Evit se e rae gouzifiadoù hir (betek 2,50 m) ha binvioù sileks. Bout e vije an hominidae kentañ en doa graet goafioù, begoù maen dezhe. E stuzegezh a glot an Akeulean peurliesañ. Tud kentañ ag ar genad Homo o doa beziet o re e vijent bet. Adkavet ez eus bet roudoù lidoù relijiel: implij an okr, mac’hagn ha darwrezadur korfoù-marv (an dra-se a c’hellfe diskouez ivez e oa eus ar ganibalegezh: debret e veze tud e degouezhioù zo).

Lavar[kemmañ]

Evit ul lod ag an henzenoniourion ne vije ket bet gouest tud Heidelberg d’ober kement-mañ (relijiusted, hemolc’h, ijinerezh ar vein,…) hep ur stumm kentidik ag al lavar. Gouzout a ouier e oa duac’h Homo ergaster da broduiñ soniadoù kemplezh pe gemplezhoc’h ha, sur a-walc’h, ez eo aet pelloc’h e ziskennidi (Homo heidelbergensis en o zouesk).

Lec’hiadur ha lec'hiennoù henoniel[kemmañ]

Bevet en doa Homo heidelbergensis en Europa (hag en Afrika gouez da lod). Adkavet ez eus bet karrekaennoù anezhañ: