Den Cro-Magnon

Eus Wikipedia
Den Cro-Magnon

Klopenn unan eus an hiniennoù
kavet e Cro-Magnon (Bro-C'hall)
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Isurzhad : Haplorrhini
Danisurzhad : Simiiformes
Uskerentiad : Hominoidea
Kerentiad : Hominidae
Iskerentiad : Homininae
Meuriad : Hominini
Genad : Homo
Anv skiantel
Homo sapiens
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Cro-Magnon zo anv ul lec'hienn henoniel, ha hini karrekaenn un den eus ar Ragistor kavet enni, bet roet dre astenn d’an dud vodern kentañ (Homo sapiens sapiens) en Europa an Henoadvezh diwezhañ ar Maen. Hogen, ar skiantourion a gav gwell gober gant ar pennger Tud vodern kentañ Europa evit komz anezhe, kentoc’h eget gant ar ger Cro-Magnon n’en deus statud taksonomek ebet dre ma ne ra dave na d’ur spesad pe isspesad, na da brantad pe sevenadur henoniel ebet.
Karrekaenn goshañ un den Cro-Magnon bet kavet zo a vefe 43 000 bloaz hervez an amzeriatadur dre radiokarbon.

Peurliesañ e oa tud Cro-Magnon korfet-mat ha postek, hag ur c’higennadur kreñv a oa dezhe. Sonn a-walc’h e oa o zalioù ha moan o gwaregoù-abrant, ar pezh o disheñvela diouzh tud Neandertal. Un dremm berr ha ledan a oa dezhe. Hag, evel evit razh an dud vodern, e oa balog o elgezhioù. War-dro 1600 cm³ e oa dalc’had o c’hlopenn, da lavaret eo un tammig muioc’h eget hini an dud a-vremañ. Hogen, soñjal a reer e oa tud Cro-Magnon damheñvel ouzh ar re-mañ ha ne vefe ket kalz a ziforc’hioù hewel a-fet ment etreze.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.