Amzeriatadur dre radiokarbon
Eus Wikipedia
An amzeriatadur dre radiokarbon (pe dre garbon 14), pe bloaziadur dre radiokarbon, zo un amzeriatadur radiometrek diazezet war muzul oberiegezh radiologel ar c'harbon 14 (14C) a gaver en danvez organek a glasker anavezout e oad peurvoudel, da lavaret eo an amzer aet hebiou abaoe e varv.
Servijout a ra kalzik an teknik-mañ en henoniezh hag e paleoantropologiezh.