Chimpanze

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Chimpanze
Young male chimp.png
Pan
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Pan (genad)
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar chimpanze a zo ur marmouz rummataet e-touez an Hominidae. Lakaet e vez ivez e-touez ar marmouzed meur met an droienn-mañ n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù pa ne zegouezh ket gant ar rummatadur klasel.

[kemmañ] Rummatadur

Daou spesad chimpanze a zo:

  • Ar chimpanze korr, pe bonobo (Pan paniscus)
  • Ar chimpanze boutin (Pan troglodytes), gant tri isspesad d'an nebeutañ:
    • Pan troglodytes troglodytes
    • Pan troglodytes verus
    • Pan troglodytes schweinfurthii

E-touez ar marmouzien meur eo ar chimpanzeed ar re dostañ eus an den: an disparti a vefe c'hoarvezet tro 5 milion a vloavezhioù zo.

[kemmañ] Kariotip

Evel ar gorilhed hag an orangoutaned o deus ar chimpanzeed 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).

[kemmañ] Lec'hiadur

Emañ ar bonobo o chom er su d'ar stêr Kongo. Ledanoc'h eo lec'h-bevañ ar chimpanze boutin, eus Senegal betek Tanzania.

Tiriad ar chimpanzeed
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all