Den Piltdown

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Klopenn den Piltdown

Den Piltdown zo un taol-bourd skiantel a lakaas da grediñ e oa bet dizoloet karrekaennoù ur rakden e Piltdown Common (Sussex, Bro-Saoz).

Dizoloadenn[kemmañ]

E 1912 e voe dizoloet karrekaennoù mellkeineged, binvioù hag aspadennoù un hominide gant Charles Dawson, un alvokad dedennet-bras gant ar baleontologiezh, e kêriadenn Piltdown.

Gwirionez[kemmañ]

Disfiz a savas buan e gwirheñvelder ar c'hlopenn met ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1950 ha teknikoù ar spektrometriezh (evit jediñ feur ar fluor en eskern) evit diskouez e oa eus ar garrekaenn-se nemet klopenn un den modern staget ouzh karvan un orangoutan.

Ouzhpenn da se e voe lakaet war-wel ivez e teue ar c'harrekaennoù all eus gweleadoù estren : dent olifanted a zeue eus ur gwelead e Tunizia hag aspadennoù dourvarc'hed eus inizi ar mor Kreizdouar.