 |
Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ar skoaz eo rann uhelañ ar vrec'h hag al lec'h ma'z eo staget ouzh korf an den, pe ma'z eo staget pavioù al loened pevarzroadek ouzh o c'horf. Pa vez div vrec'h e vez implijet an droienn, mark an daouder warni, an divrec'h ha staget ouzh an divskoaz ez int.
Troiennoù ha troioù-lavar [kemmañ]
- Reiñ skoaz zo evel reiñ dorn da un den, e skoazellañ
- Skoaz ar vag : ar rann kromm a zo e pep kostez ar staon
- Skoaz-ha-skoaz (skoaz-ouzh-skoaz ivez) evit skeudennañ an nester (tud ha traou)
Gerioù deveret [kemmañ]
- Skoazell,skoazenn, skoaziad
- Reiñ skoazell d'un den zo kement ha sikour anezhañ
- Skoazellañ un den zo kement ha reiñ sikour dezhañ.
- Ur skoazeller eo an den a ro skoazell
- Ur skoazell-bleg pe ur skoaz-pleg
- Ur skoazenn
- Ur skoazeg, ur seurt pesk
- Skoazek, pe skoaziek, eo an den divskoaz ledan dezhañ. Treuzskrivet e galleg gant an anvioù-familh Scoazec ha (Le) Scouëzec
- Ur skoazigell zo un tamm eus ur sae, pe ur pezh dilhad heñvel, a zo ouzh ar skoaz, da zerc'hel ar sae peurvuiañ.
- Ur skoazwisk a wiskk ar skoaz