Skoazigell
Eus Wikipedia
Ur skoazigell zo un tamm eus ur sae, pe eus ur pezh dilhad heñvel, a zo ouzh ar skoaz, da zerc'hel ar sae peurvuiañ. Moan eo ar skoazigell, a-wechoù e tenn d'ur fiselenn pe d'ul las.
Gant skoazigelloù e vez dalc'het a lostennoù hag ar brennidennoù.
Gerdarzh [kemmañ]
Savet eo ar ger evel ar gerioù garigell, troadikell, ....
Gerioù all [kemmañ]
Gerioù all a zo, hag a vez implijet evit ar pezh a zalc'h ar bragoù: brikol, dougell: tud zo a gav dezhe n'haller ket lakaat an anvioù-se war un dra ken moan hag ur skoazigell lostenn .