Organit
Eus Wikipedia
An organitoù (pe organelloù) zo frammoù ispisializet er c'helligoù hag alies gronnet gant ur c'holoenn lipidek.
Dont a ra o anv eus ar mennozh e c'heller keñveriañ an organitoù er gellig ouzh an organoù er c'horf.
Liesseurt int e kelligoù an eukarioted.
An organitoù pennañ[kemmañ]
- An nukleus (2) : Organit lec'h m'emañ an TDN ha savet an TRN (transkripsion) ;
- Ar ribozomoù (3) : Roll e sevel proteinoù (translasion) ;
- Ar c'hlogorennoù (pe vezikulennoù) (4) : Roll en treuzkas ;
- Ar retikulom endoplasmek (5) hag (8) : Roll e sevel proteinoù pe lipidoù ;
- Benveg Golgi (6) : Roll e treuzfurmiñ proteinoù hag ermaeziañ produioù ar gellig ;
- Ar mitokondrioù (9) : produiñ energiezh ;
- Ar vakuolennoù (10) ;
- Ar c'hloroplastoù : Roll er fotosintezenn (plant) ;
- Al lizozomoù (12) : Roll e diframmañ molekulennoù bras.
| 1. Nukleol | |
| 2. Nukleus | |
| 3. Ribozom | |
| 4. Klogorenn | |
| 5. Retikulom endoplasmek garv | |
| 6. Benveg Golgi | |
| 7. Sitoskeledenn | |
| 8. Retikulom endoplasmek lintr | |
| 9. Mitokondri | |
| 10. Vakuolenn | |
| 11. Sitoplasm (leuniet gant ar sitosol) | |
| 12. Lizozom | |
| 13. Santrozom |