Deuteriom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hidrogen-2
Hydrogen-2.png
Pennañ
Anv, Simbol deuteriom, 2H
Neutronoù 1
Protonoù 1
Fedoù Fizikel
Bezañs naturel 0,015%
hanter-vuhez 12,32 vloaz
Produ an dezintegradur
Mas atomek 2,01355321270 u
Spin 1+
Reveur a energiezh 13135,720 ± 0,001 keV
Energiezh eread 2224,573 ± 0,002 keV
Dezintegradur Energiezh (MeV)
Dezintegradur beta 0,018590


An deuteriom (simbol 2H pe D) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton hag 1 neutron en deus.

Un izotop naturel eo. Kavet e vez (en dour mor da skouer, dindan stumm DHO pe D2O, an « dour pounner ») en natur gant ur feur a 0,015% e-keñver an hidrogen. (Dre se ez eus un atom deuteriom evit war-dro 6667 atom hidrogen).

D'an temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an deuteriom (HD pe D2).

Dizoloet e voe an deuteriom e 1931 gant Harold Clayton Urey, anezhañ ur c'himiour eus Skol Veur Columbia, a resevas priz Nobel ar gimiezh evit se e 1934.

Paotet e c'hell bezañ an dour pounner gant mab-den. Implijet e vez dreist-holl er reaktorioù nukleel tip Kanadian (reaktorioù tip « Candu »), e lec'h ma vez graet gantañ e-giz moderator neutronoù.

Implijet e vo ivez an deuteriom er reaktorioù fuzion termonukleel kontrollet da zont, peogwir eo unan eus div elfenn bennañ danvez « loskus » ar fuzion, pa vez eben an tritiom.

Fedoù[kemmañ]