Dourioù etrebroadel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Graet e vez dourioù etrebroadel eus an holl dakadoù morel ha n'int ket dindan beli ur riez, p'eo an "dourioù dindan beli ur riez aodel" an termen kontrol. Meurvorioù, morioù ha dourioù ha n'int ket dindan al lezenn etrebroadel (gwir ar mor amañ) a zo anvet an donvor pe ar c'heinvor pe ar mare liberum (latin : ar mor frank).

Diouzh ma peller eus an aodoù e tigresk gwirioù ar riez aodel hag ez eus meur a dakad morel meur a wir dibar warno :

Pep a vag pe lestr a c'hell merdeiñ en donvor (hag en takad-mor etrebroadel) hep bezañ graet un emglev gant ur riez. An danvezioù naturel ma kaver e-barzh n'int ket perc'hennet gant riez pe riez hag ez eus teir pennaenn enskrivet e gwir ar mor :

  • frankiz ar merdeiñ
  • frankiz ar pesketa
  • frankiz ar gournijal

Bigi ha listri a chom dindan lezennoù staget ouzh riez o banniel broadel. Koulskoude, pep a riez a c'hell mont a-enep al listri implijet evit ar ar morbreizherezh ha kenwerzh ar sklavourien diouzh e intrudu.

Emglevioù war lezennoù ar mor[kemmañ]