Thoukydides

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn eus Toukidides, Mirdi roueel Ontario

Thoukydides pe Toukidides (e henc'hresianeg Θουκυδίδης, Thoukudídês), a oa ur politikour hag un istorour eus Aten, bet ganet e 471 kent J.K. e demos Alimos (Attika), ha marvet war-dro 400 kent J..K..

Savet en deus Istor Brezel Peloponnesos ma tanevell ar brezel etre Sparta hag Aten er Vvet kantved kent J.-K.. Sellet e vez ouzh Thoukydides evel ar c'hentan istorour gwirion abalamour ma striv da daolenniñ ar bed hervez lezenn an abegoù hag an disoc'hoù, da zastum testenioù hag o gwiriañ, hag abalamour ma lez an doueed a-gostez pa zispleg darvoudoù an amzer dremenet, ar pezh a oa nevez en e amzer.


Buhez[kemmañ]

Thoukydides a skrivas e-unan e oa ur c'heodedour atenat eus demos Halimous hag e oa mab Olorus[1]. Lavaret a ra dimp ivez e tapas ar vosenn a reas he reuz en Aten[2] hag a lazhas Perikles ha kement a geodediz all. Dezrevell a ra e oa gantañ ar gwir da lakaat da dalvezout mengleuzioù aour tolead Amfipolis, war aod Trakia, dirak enez Tasos[3].

Abalamour d'e levezon e Trakia, emezañ, e voe kaset evel strategour (jeneral) da enez Tasos e 424 kent J.-K.. E-doug ar goañv 424-423 kent J.-K. e oa bet taget keoded Amfipolis gant ar jeneral spartat Brasidas, un hanter devezh beaj war vor diouzh Tasos, war aod Trakia. Eukles, komandant atenat Amfipolis, a c'houlennas sikour digant Toukidides [4]. Brasidas a anave bezañs Toukidides e Tasos hag e levezon war tud ar vro. Aon en doa e teuje sikourioù eus ar mor. Kinnig a reas buan divizoù skañv a-walc'h da Amfipolitiz evit kodianañ hag asantiñ a rejont. Pa zegouezhas Toukidides dirak ar geoded e oa dija e dalc'h Spartaiz eta [5]. Bras-kenañ e oa pouez strategel Amfipolis ha mantret e voe Ateniz pa glevjont e oa kouezhet[6]. Abalamour m'en doa c'hwitet war sikour ar geoded e voe harluet Toukidides e-pad ugent vloaz[7].

A-drugarez d'e stad a harluad eus Aten e c'hallas beajiñ en un doare dieub e broioù kevredidi Sparta hag e c'hallas gwelet ar brezel evel ma oa bevet gant an div gostezenn. E-pad ar prantad-se e renas enklaskoù a-bouez evit e oberenn.

Ne lavar ket Toukidides hiroc'h diwar-benn e vuhez. Un nebeud titouroù all zo bet dastumet diwar e benn e mammennoù eus an amzer-se. Herodotos a lavar e oa liammet anv tad Toukidides, Olorus, gant Trakia hag he rouanez[8]. Moarvat e oa kar Toukidides d'ar politikour ha jeneral atenat Miltiades, ha d'e vab Kimon, renerien ar vrientiniezh kozh a oa bet kemeret he lec'h e penn ar geoded gant an Demokrated. Graet e veze Olorus ivez eus tad-kozh Kimon, ar pezh a gadarn ar gerentiezh-se. Anavout a reer un Toukidides all, hag en doa bevet a-raok an istorour, hag a oa liammet gant Trakia ivez, ar pezh a laka da soñjal e oant kerent marteze. Evit echuiñ, Herodotos a lavar ivez e oa liammoù etre tiegezh Toukidides ha mengleuzioù[9] e Trakia (e Scapte Hyle hiziv an deiz).

Mammennoù all[kemmañ]

Dont a ra an nemorant eus ar pezh a anavezomp diwar e benn eus mammennoù skrivet diwezhatoc'h hag a c'haller diskrediñ muioc'h warne. Hervez Paosanias, e oa bet unan bennak anvet Oenobius o lakaat da dremen ul lezenn hag a roas an tu da Doukidides da zistreiñ da Aten, nebeut amzer moarvat goude faezhidigezh Aten ha diwezh ar brezel e 404 kent J.-K.[10] Skrivañ a ra ivez e voe drouklazhet e-kerzh e zistro da Aten. Kalz istorourien o deus diskred ouzh an titouroù-mañ hag o deus kavet elfennoù evit lâret en dije bevet betek 397 kent J.-K.. Hervez Ploutarc'hos e voe kaset e gelan da Aten ha lakaet e voe e bez tiegezh Kimon [11]

Diwezh trumm e zanevell eus Brezel ar Peloponnesos, a echu e-kreiz darvoudoù ar bloavezh 411 kent J.-K., en deus lakaet da soñjal alies e oa marvet kent echuiñ e oberenn met displegadennoù all zo bet kinniget nevez zo.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Marc Cogan, The Human Thing. The Speeches and Principles of Thucydides' History, University of Chicago Press, Chicago, 1981.
  • Kenneth J. Dover, Thucydides, Clarendon Press, Oxford, 1973
    • Thucydide et l'impérialisme athénien. La pensée de l'historien et la genèse de l'œuvre, Les Belles Lettres, 1947.
    • Histoire et raison chez Thucydide, Les Belles Lettres, coll. « Études anciennes », série grecque, Paris, 2005.
    • La construction de la vérité chez Thucydide, Julliard, coll. « Conférences, essais et leçons du Collège de France », Paris, 1999.


Notennoù[kemmañ]

  1. Istor Brezel ar Peloponnesos IV.104.4
  2. Istor Brezel Peloponnesos II.48.1-3
  3. Istor Brezel ar Peloponnesos IV.105.1
  4. Istor Brezel ar Peloponnesos IV.104.1
  5. Istor Brezel ar Peloponnesos IV.106.3
  6. Istor Brezel ar Peloponnesos IV.108.1-7
  7. Istor Brezel ar Peloponnesos V.26.5
  8. Herodotos VI.39.1
  9. Herodotos VI.46.1
  10. Paosanias Deskrivadenn Bro-C'hres I.23.9.
  11. Ploutarc'hos, Buhezioù, "Kimon" IV.1