Impalaerouriezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gêr ar C’hab]], hervez ur skeudenn propaganda embannet evit brudañ raktres ul linenn hent-houarn etre an daou benn eus ar c’hevandir.

Impalaerouriezh a reer eus politikerezhioù ar broioù a glask astenn o galloud, o aotrouniezh pe o levezon war broioù all ha n’int ket

ken kreñv.  Gant ar vro c’halloudusañ e vez kemeret he c’hreñv war 

broioù all disteroc’h, evit sevel un impalaeriezh pe un impalaerded vras. Gallout a ra kement-se degouezhout dre aloubiñ douaroù pe dre zoareoù all, ameeun, a denn da levezoniñ pe mestroniañ gouarnerezh hag armerzh broioù all.

An disoc’h eus ar politikerezhioù-se a weler dre skouerioù a bep seurt, a-hed istor ar bed, gant savidigezh an Impalaeriezh Vongol, an Impalaeriezh Roman, an Impalaeriezh Otoman, an [[Impalaeriezh Santel Roman]] alaman, Impalaeriezh trevadennel Portugal, hini Spagn, [[Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù|hini an Izelvroioù]], [[Impalaeriezh trevadennel Frañs|hini Bro-C'hall]] [1] pe hini Breizh-Veur[2], [[Impalaeriezh Rusia]],[3].

Dont a ra ar ger impalaerouriezh eus ar ger impalaer- zo deuet e-unan eus ar verb latin imperare (« ren », « gourc’hemenn »). Kroget e voe da gomz kalz eus impalaerouriezh evit ober anv eus politikerezhioù trevadenniñ broioù zo eus Europa, evel Belgia, Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Portugal ha Spagn, diwar-goust pobloù Afrika, Azia pe Amerika. Gant impalaerouriezh avat ne reer ket anv hepken eus kreskiñ tiriad ur vro vras pe eus sevel trevadennoù, met ivez eus kontrolliñ pe levezoniñ broioù all hag o armerzh.

Distruj jonkennoù sinaat e-pad Brezel an Opiom, kroget gant impalaerourien Breizh-Veur.

Istor [kemmañ]

Notennoù [kemmañ]

  1. [http://i-cias.com/e.o/imperialism.htm Ottoman Empire, French Empire, Encyclopedia of the Orient] (en)
  2. [http://www.britishempire.co.uk/ The British Empire] (en)
  3. [http://www.loc.gov/exhibits/empire/ The Empire that was Russia, Library of Congress], (en)

Gwelet ivez [kemmañ]