Youenn Drezen

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Youenn Drezen, Yves Le Drezen e anv ofisiel, bet ganet e 1899 à Pont-'n-Abad ha aet da anaon e 1972 en Oriant, alias Corentin Cariou peotramant Tin Gariou, zo bet skrivagner ha kazetenner.


Taolenn

[kemmañ] Buhez

[kemmañ] Yaouankiz

Ganet eo bet en un tiegezh paour eus ar Vro-Vigoudenn. E dad, un toer eus Ploeur, aet da anaon e 1911, a lezas eizh bugel da vagañ gant e intañvez yaouank, Marie-Corentine Kariou, eus Sant-Yann-Drolimon. Skoliet e oa bet e skol gristen Sant-Gabriel kreiskêr. Merzet e voe Youenn Drezen e-touez ar skolidi all gant an tad Sambille evit mont da visioner hag ez eas d'ar c'hloerdi da Euskadi hag e Kastilha[1]. Kejañ a reas eno, e skol beleien Ondarribia, gant Jakez Riou e genvroad ha gant al leonad Jakez Kerrien. E-keit ha ma oant da vat o studiañ ar relijion, al lennegezh hag ar skiantoù e addizolojont yezh o c'havell a-drugarez d'ur beleg a roas dezho skouerennoù levrioù brezhoneg, en o zouez ar Barzhaz Breizh. Sevel a reont skridoù brezhoneg awenet gant o stummadur lennegel ha dizoleiñ brezhoneg an eil egile . Goude bezañ kuitaet ar c'hloerdi e ra anaoudegezh, p'emañ oc'h ober e goñje e Roazhon, pennoù Unvaniezh Yaouankiz Breiz a oa o paouez embann er gazetenn Breiz atao pennadoù ma embannent o broadelouriezh.

[kemmañ] Kazetenner

E-keit ha ma oa kazetenner, adalek 1924, e kenlabour gant meur a gazetenn ha radio an eil war-lerc'h eben evel ar Courrier du Finistère, Gwalarn Roparz Hemon, Ouest-Éclair. E 1924 e teuas da vezañ kazetenner er Courrier du Finistère hag e laka tuta e vignon Jakez Riou. Kemer a reas perzh e Kendalc'h hollgeltiek Kemper e 1924, gant Frañsez Debeauvais, Yann Sohier, Jakez Riou, Abeozen, Marsel Guieysse, dindan paeroniezh Breiz Atao. Skrivañ a ra pennadoù evit Gwalarn, ar gelaouenn lennegel krouet e 1922 gant Roparz Hemon ha Mordrel, hag embann a ra enni troidigezhioù diwar ar spagnoleg ("Ar vuhez a zo un huñvre" gant Calderón), an henc'hresianeg (Aesc'hulos) ha barzhonegoù evel "Nozvez arkus e beg an enezenn" skrivet e koun Jakez Riou e 1938 ha kempennet e 1960 (Al Liamm, n°151).


Adalek 1934 e skriv pennadoù evit ar gelaouenn Stur, ur wech an amzer[2].


[kemmañ] Skrivagner

E miz Meurzh 1925 e tro e brezhoneg oberennoù klasel, en o zouez daou bezh-c'hoari gant Aeschulos. Kenderc'hel a ra war un dro e esped skrivagner gant : un oberenn builh gant barzhonegoù, romantoù, danevelloù ha pezhioù-c'hoari skrivet e brezhoneg. Lod eus e romantoù zo bet troet e galleg (gantañ pe gant e vignon Pêr Jakez Heliaz). Bet eo unan eus ar gwellañ skrivagnerien vrezhonek. Ezel eo eus strollad ar Seiz Breur.

Treiñ a ra levrioù evit ar vugale, embannet gant Gwalarn, a veze ingalet digoust er skolioù d'ar vugale o doa kemeret perzh e kenstrivadegoù skrivañ e brezhoneg. Da skouer, oberennoù Beatrix Potter evel Per ar c'honikl pe Priñsezig an dour, skrivet ha skeudennaouet gant G. H. Rotman.

[kemmañ] Eil brezel bed

Skrivañ a reas evit L'Heure bretonne, kazetenn Strollad Broadel Breizh, bep sizhun dindan an anv-pluenn Tin Gariou (anv e dad-kozh a-berzh e vamm : Kaourintin Gariou)hag e Galv (renet gant Herri Le Helloco). Kenlabourat a reas er c'hronik "Ar seizh avel" e La Bretagne, renet ant Yann Fouere. E 1941 embann ar c'hentañ romant hir e brezhoneg, Itron Varia Garmez a zanevell darvoudoù a vije bet c'hoarvezet e Pont-'n-Abad.

Adalek miz Here 1940 e labour evit Radio Roazhon Breizh dindan renerezh J. Trécan[3]. Skrivañ a ra pezhioù-c'hoari evit ar radio hag e enroll pennadoù-kaoz evitañ.

Eus 1943 da 1944 e teu da vezañ rener ar gazetenn divyezhek Arvor[4] hag e ra anezhi ar c'hentañ kazetenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn. Skrivañ a reas en hevelep kazetenn pennadoù enep-amerikan diwar-benn bombezadegoù Naoned a zo a-unan gant soñj ul lodenn eus an dud a c'houzañv anezhe. Kavout a reer ivez pennadoù enepyuzev diwar e bluenn[5].

Harzet e oa bet e 1944 met lezet e oa bet da vont goude un nebeud mizioù goude ur c'hemenn-didammall. Sikouret e voe d'ar c'houlz-se gant Kreston ha Marcel Cachin [6].

[kemmañ] Goude ar brezel

Mont a ra da vevañ d'an Naoned e-lec'h ma talc'h un ostaleri hep paouez da skrivañ evit Al Liamm. Echuiñ a ra neuze da skrivañ romant e yaouankiz paour er Vro-Vigoudenn : Skol Louarn Veïg Trebern (embannet etre 1972 ha 1973) war atiz Ronan Huon. Mervel a reas en Oriant e 1972.

[kemmañ] Oberennoù

[kemmañ] Romantoù ha danevelloù

  • "Mintin Glas", danevell, Gwalarn, Brest, 1927.
  • Priñsezig an dour skrivet gant G. H. Rotman. (levriou ar Vugalé). 1927
  • Per ar c'honikl. (levriou ar Vugalé). Savet e Saozneg gant Beatrix Potter lakaet e brezoneg gant Y. Drezen., Gwalarn, Brest, 1928
  • An dour en-dro d'an inizi. Youenn Drezen. (embannet war niv. 42 Gwalarn, 1932. Skrid echuet e 1931. Adembannet gant Al Liamm e 1972 gant kemmadennoù degaset gant an aozer).
  • Itron Varia Garmez, Skrid ha Skeudenn, La Baule 1941. Skrid bet echuet e Kerzu 1936. Adembannet gant Al Liamm e 1977, gant ur c'heriaoueg en dibenn. Troet e galleg gant an aozer dindan an titl Notre dame bigoudenn, rakger gant Jean Merrien, Denoël, 1943.
  • Kan da Gornog, skeudennaouet gant René-Yves Creston.
  • "Sizhun ar Breur Arturo", danevell. Al Liamm niv. 14, e 1949
  • Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, Brest,1971
  • Skol Louarn Veïg Trebern,romant e teir levrenn, rakger gant P.-J. Hélias. Al Liamm, 1972-1974. Troet e galleg gant an aozer ha Pêr Jakez Heliaz: L'ecole du Renard. Éditions Jean Piccollec, Pariz, 1986.


[kemmañ] C'hoariva

  • Prometheus ereet – Ar Bersed (c'hoariva). troet diwar gresianeg Aesc'hulos gant Y. Drezen, Gwalarn, Brest, 1928, 130 p.
  • Karr-kañv an Aotrou Maer. Y. Drezen. Moul. Kreizker. Roazhon. 1943.
  • Youenn Vras hag e leue. Skrid ha skeudenn, Naoned, 1947, skeudenaouet gant Bourlaouen, Frañsez Kervella, R.-Y. Kreston, Xavier de Langlais, ha Pierre Péron.
  • Danevelloù. Y. Drezen, Brenniger, M. Baudu, J. Priel, J.-L. Dey, R. ar C’halan, M. Noguti, K. Kedez, R. Hemon, H. Denez, M. ar Briz, Y. Ezel, T. Huon, Gw. Denez. Dastumad Skrid. Mouladurioù Hor Yezh. 1985.
  • Dogan. Jakez Riou. Skrid ha skeudenn, 1943. Raklavar gant Y. Drezen


[kemmañ] Pennadoù kazetennoù

  • "Al lennegez en Emzao Katalonia". Y. Drezen. Gwalarn 13. 1928.
  • "Ar vuhez a zo un huñvre". Calderon. troet gant Y. Drezen. Gwalarn. 18, 1929.
  • "Nozvez Arkuz e Beg an Enezenn". Y. Drezen. Gwalarn 121. 1938.
  • "Skrilh an Oaled". Y. Drezen. Skol n. 63.
  • Youenn Drezen kelaouenner I/Arvor. Mouladurioù Hor Yezh. 1986.
  • Youenn Drezen kelaouenner II/Gwalarn. Mouladurioù Hor Yezh. 1986
  • Youenn Drezen kelaouenner III/L'Heure Bretonne. Mouladurioù Hor Yezh. Levrenn 1 e 1989 ha levrenn 2 e 1991.


[kemmañ] Levlennadur

  • F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II, pp 380-405

[kemmañ] Notennoù

  1. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/380
  2. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/384
  3. R. Calvez, La radio en langue bretonne, Roazhon 2000, p. 158
  4. R. Calvez, La radio en langue bretonne, Roazhon 2000, p. 158
  5. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/386
  6. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/387

[kemmañ] Liammoù diavaez

E yezhoù all