Hondarribia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hondarribia zo ur porzh eus Gipuzkoa, en Hegoalde, en Euskal Herria, war lez kleiz ar stêr Bidasoa, a-dal da borzh Hendaia, war al lez dehou, e Lapurdi. Anavezet eo bet e-giz Fuenterrabia, hag e galleg Fontarrabie.

Eno oa bet harluet, e deroù an 20vet kantved, kloerdi bihan tadoù Pikpus, e-lec'h m'en em gavas Youenn Drezen, Jakez Riou ha Jakez Kerrien.