Galv (kelaouenn)

Eus Wikipedia

Galv a oa ur gelaouenn lennegel e brezhoneg a voe embannet 11 niverenn anezhi etre miz Meurzh 1941 ha diskar-amzer 1942. Renet e oa gant Herve Helloco a skrive enni dindan an anv-pluenn Ronan Kadig.

Enni e skrive tud evel Roparz Hemon, Abeozen, Meavenn, Kerverziou, Arzel Even, Alan Heusaff, Frañsez Kervella, Youenn Drezen...