Yves Coppens

Eus Wikipedia
Yves Coppens

Yves Coppens, bet ganet d'an 9 a viz Eost 1934 e Gwened ha marvet d'an 22 a viz Mezheven 2022[1], a zo henzenoniour galleg, kelenner brudet eus Skolaj Frañs eo. Dizoloet en deus Lucy: an aostralopitek kentañ kavet, kozh eus 3,2 milion bloaz e Etiopia

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yves Coppens ne sonje nemet en Ragistor hag en arkeologiezh abaoe e vugaleaj, da skouer plijout a rae kalz dezhañ steudadoù Karnag e-kichen lec’h oa ganet.

Bet en deus ur bac C e lise Jules Simon e Gwened hag un aotregezh war ar skiantoù naturel e skol-veur Roazhon.

Gariered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1956, e oa oc’h ober enklaskoù evit ar greizenn broadel war enklaskoù skiantel: n'en doa nemet 22 vloaz.

E 1961 en deus dizoloet penn un homo erectus e Yaho : ur gêr e Tchad. Anvet eo Tchadanthropus.

D’ar 30 a viz Du 1974 e Hadar (Etiopia) vez kavet ur fosil kazi klok eus un aostralopitek gant Donald Johanson, Maurice Taied ha Yves Coppens. Ar fosil zo anvet Lucy peogwir e oant o selaou ar ganaouenn « Lucy In The Sky With Diamonds » kanet gant ar Beatles.

E 1980, Yves Coppens zo anvet rener ha kelenner e Muzeom broadel istor naturel.

E 2006, anvet eo e kuzul ar skiantoù ha teknologiezhioù gant Jacques Chirac.

E miz genver 2010, oa deuet da vezañ president kuzul skiantoù karget da virout mougev Lascaux digant Nicolas Sarkozy.

Gourc’hemennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An asteroid Coppens (172850) zo dizoloet e 2005 gant Jean-Claude Merlin. Anvet eo evel-se en e enor.

Ar skolaj Yves Coppens e Lannuon zo bet savet e 2001 en e enor.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Yves Coppens, codécouvreur de Lucy et visage de la paléontologie française, est mort. Le Monde (2022-06-22). Kavet : 2022-06-22.